Chloé, hervez Jules Joseph Lefebvre, e 1875.

Chloé zo ul livadur gant Jules Joseph Lefebvre, e 1875, anezhañ poltred ur Barizianez yaouank. Abaoe 1909 emañ an daolenn e sal-evañ ar Young and Jackson Hotel en Melbourne, en Aostralia[1].

IstorAozañ

Berzh a reas Chloé e Salon Paris en 1875; ur vedalenn en doe Lefebvre en 1872 ganti. Diskouezet e voe e Sydney International Exhibition en 1879 hag e Melbourne International Exhibition en 1880.

Ar vaouezAozañ

Marie, ha n'eo ket Chloé, e oa anv ar vaouez. Ganet e oa e 1856, paour e oa he zud, a orin eus Pers. Kuitaat ar gêr a reas abred, gant he c'hoar, ha pozañ a rae evit arzourien da gaout peadra da vevañ. 19 vloaz e oa pa voe poltreded gant Lefebvre, da vezañ Chloé.

Dizemglev zo diwar-benn he darempred gant Lefebvre, ha kalz a drouz zo bet ivez. Darn a lare e kouske gantañ, re all e oa chomet hep ober. Tud all a laras en devoa kousket gant an div c'hoar. Un dra zo sur : bloaz goude ober ar poltred e timezas da c'hoar Marie. Ha bloaz goude, pa oa Marie en he zi gant mignoned, e savas da vont d'ar gegin da lonkañ kontamm. Perak, n'ouzer ket. Neuze e voe kontet e oa abalamour ma vage karantez ouzh Lefebvre.

  1. http://www.youngandjacksons.com.au/chloe