Hudson River School
Hudson River School ("Skol an Hudson") a reer eus ul luskad livouriezh a voe e Stadoù-Unanet Amerika adalek ar bloavezhioù 1820 betek ar bloavezhioù 1870, ennañ livourien gweledvaoù levezonet gant ar Romantelezh.
An izili gentañ a veze awenet gant traoñienn ar stêr Hudson, koulz ha gant ar Menezioù Adirondacks e biz stad New York, ar Menezioù Catskill e gevred an hevelep stad, hag ar White Mountains e New Hampshire.
An eil remziad livourien a livas e New England, e proviñsoù-mor Kanada (New Brunswick, Nova Scotia ha Prince Edward Island), e kornôg SUA hag e Suamerika.
Orin
kemmañEvit doare ez eo bet savet an anv Hudson River School e 1879 gant an arzvarnour Clarence Cook (1828-1900) pe gant ar gweledvaour H. D. Martin (1836-1897)[1], da lavaret eo goude mare al luskad, pa oa troet an dastumerien war-du al luskad gall École de Barbizon a oa ivez war e dremenvan goude marv e ziazezer pennañ, Camille Corot (1796-1875).
Ne oa ket an Hudson River School ul luskad gwirion avat, ur c'hiz e oa kentoc'h, pa ne veze ket darempredoù etre an holl arzourien hag arzourezed : kalzik anezho ne anavezent ket ar re all, disheñvel e oa o orin hag o red-micher[2].
Perzhioù
kemmañStadoù-Unanet Amerika eo awen bennañ an Hudson River School, dre deir dodenn : dizoleiñ, ergerzhout ha trevadenniñ. Diskouezet e vez dre ar munud maezioù ma vez peoc'h etre an dud hag an natur, en un doare gwirheñvel hogen dreistkaeraet a-wezhioù — da skouer : labour-douar peoc'hus en un dremmva zizoñv, d'ar mare ma vezed o tistruj an natur e traoñienn an Hudson.
Kement-se holl a oa levezonet gant livourien europat evel ar Gall Claude Lorrain (~1600-1682), hag ar Saozon J. M. W. Turner (1775-1851) ha John Constable (1776-1837) e-touez re all.
Meur a ezel eus an Hudson River School a oa ivez izili eus an Düsseldorfer Malerschule, Skol livouriezh Düsseldorf, m'o devoa desket gant ar mestr hessenat Paul Weber (1823-1916)[3].
Kentañ remziad
kemmañKenemglev zo evit lakaat Thomas Cole (1801-1848) da ziazezer al luskad[4]. Er bloaz 1825 e savas gant an Hudson kent kerzhet betek ar Menezioù Catskill ma voe an den kentañ o lakaat ar gweledva war al lien. Buan e voe heuliet gant e geneil A. B. Durand (1796-1886) ha livourien all, en o zouez ar familh Hart genidik eus Bro-Skos : William (1823-1894), e vreur James McDougal (1828-1901) hag e c'hoar Julie (1836-1913).
Ur perzh boutin d'an dud-se e oa o c'harantez evit ar vro, an natur hag ar berc'hentiezh ; techet e vezent ivez da zisfiziout diouzh diorroadur armerzhel ha kalvezoniel SUA[5],[6].
-
Landscape, Th. Cole (1825)
-
Gathering Storm, A. B. Durand (~1837)
-
Mount Washington and Mount Madison, W. Hart (1861)
Eil remziad
kemmañGoude marv Th. Cole d'an oad a 47 vloaz e 1848 e voe kaset al luskad gant A.B. Durand, a voe kadoriad an National Academy of Design e New York, J. F. Kensett (1816-1872), S. R. Gifford (1823-1880) ha F. E. Church (1826-1900). Gant an tri arzour diwezhañ-se e voe diazezet ar Metropolitan Museum of Art ("MET") e New York.
Etre 1855 ha 1875 e voe livet an darn vuiañ eus oberennoù an eil remziad. Luminism a voe graet eus labour kalzik anezho, en arbenn d'an doare ma livent ar gouloù war ar gweledvaoù hag an askedoù anezhañ war an dour[7].
Koulz F. E. Church hag Albert Bierstadt (1830-1902) a oa levezonet gant Skol Düsseldorf ; brudet-bras e oant dre o zaolennoù a ziskoueze an natur en Amerika evel ma ne oa bet gwelet biskoazh : ec'hon, dizoñv hag hollgaer. D'ar mare-se e voe trevadennet tiriadoù ar C'hornôg, etre ar Mississippi hag ar Meurvor Habask ; d'ar mare-se ivez e voe krouet ar Parkoù Broadel kentañ diwar atiz ar Skosad John Muir (1838-1914) hag ar parkoù kentañ e kêrioù SUA.
-
The Wilderness, S. R. Gifford (1860)
-
Rainy Season in the Tropics, F. E. Church (1866)
-
Lake George, J. F. Kensett (1867)
-
Among the Sierra Nevada, California, A. Bierstadt (1868)
Maouezed
kemmañMeur a livourez a voe lakaet da izili an Hudson River School : Harriet C. C. Peale (1799-1869, a livas ar Menezioù Catskill ; Eliza Pratt Greatorex (1819-1897), a voe an eil maouez dilennet en National Academy of Design ; Julie Hart Beers, a live e New York hag e New Jersey ; Susie M. Barstow (1836-1923), un alpaerez hag a livas ar Menezioù Catskill hag ar White Mountains.
-
Kaaterskill Clove, H. C. C. Peale (1858)
-
Landscape near Cragsmoor, New York, E. P. Greatorex (1863)
-
Hudson River at Croton Point, J. H. Beers (1869)
-
Kaaterskill Creek, S. M. Barstow (~1870)
Hêrezh
kemmañPeuzankouaet e voe an Hudson River School e dibenn an XIXvet kantved. War-c'horre e teuas en-dro goude ar Brezel-bed kentañ, moarvat en abeg d'ur santad broadelour. War ziskar ec'h eas he brud betek ar bloavezhioù 1960, a-raok ma vefe lakaet oberennoù war ziskouez e meur a virdi stadunanat gouestlet d'al luskad.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) 'American paradise : the world of the Hudson River school'. Kavet : 25 Gwengolo 2023.
- (en) 'TheHudson River School@ MET. Kavet : 25 Gwengolo 2023.
- (en) 'Hudson River School @ Wadsworth Atheneum Museum of Art. Kavet : 25 Gwengolo 2023.
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) Avery, Kevin J. : A Historiography of the Hudson River School. In : American Paradise: The World of the Hudson River School. New York: Metropolitan Museum of Art, 1987, pp. 3-4.
- ↑ (fr) Butor, Michel & al. L'art des États-Unis. Paris : Citadelles & Mazenod, 1992 (ISBN 978-2-85088-060-5)
- ↑ (en) Howat, John K. in : American paradise : the world of the Hudson River school p. 311.
- ↑ (en) O'Toole, Judith Hansen. Different Views in Hudson River School Painting. New York : Columbia University Press, Columbia University Press, 2005, p. 11 (ISBN 978-0-231-13820-8)
- ↑ Miller, Angela. The Empire of the Eye – Landscape Representation and American Cultural Politics, 1825-1875. Ithaca : Cornell University Press, 1996 (ISBN 978-0-8014-8338-7)
- ↑ (en) Brophy, Alfred L. 'Propeety and Progress:Antebellum Landscape Art and Property Law'. Kavet : 25 Gwengolo 2023.
- ↑ (en) Wilmerding, John. American Light – The Luminist Movement, 1850-1875. Princeton : Princeton University Press, 1989 (ISBN 978-0-691-00280-4)