Skos Nevez
| |||||
Sturienn: Munit Haec et Altera Vincit (Latin: An eil a zifenn hag egile a c'hounez) | |||||
![]() | |||||
Yezh(où) ofisiel | hini ebet (saozneg, galleg, ha gouezeleg de facto) | ||||
Bleunienn | "Trailing arbutus" | ||||
Gwezenn | Spruñs ruz | ||||
Evn | Erer-spluj | ||||
Kêr-benn | Halifax | ||||
Kêr vrasañ | Halifax | ||||
Letanant-Gouarnour | Arthur Joseph LeBlanc | ||||
Kentañ Ministr | Tim Houston (Progressive-Conservative) | ||||
Dileuridi er Parlamant • sezioù e Ti ar C'humunioù • sezioù er Sened |
11 10 | ||||
Gorread Hollad • Douar • Dour (% an holladl) |
Renk 12vet 55,283 km² 53,338 km² 1,946 km² (3.5%) | ||||
Poblañs • Hollad (2006) • Stankter |
Renk 7vet 934,405 16.94/km² | ||||
KDK (2005) • Hollad • Dre zen |
$31.451 miliard (7vet) $33,533 (11vet) | ||||
Kengevread | 1añ a viz Gouere, 1867 (1añ) | ||||
Gwerzhid-eur | UTC-4 | ||||
Berradurioù • Post • ISO 3166-2 • Kod post |
NS CA-NS B | ||||
Lec'hienn | www.gov.ns.ca | ||||
Kontet eo an tiriadoù er renkadurioù |
Skos Nevez (pe Bro-Skos Nevez) a zo ul ledenez hag unan eus proviñsoù Kanada. War ribl ar Meurvor Atlantel emañ, e Kornôg Brunswick-Nevez. Graet e vez Nova Scotia — a zo latin — anezhi e saozneg, Nouvelle-Écosse e galleg (40 000 yezher), Alba Nuadh e gouezeleg Skos, pa'z eus ur miliad bennak a ouezelegerien eno, ha Gespogwitg e mi'kmaqeg (22 000 yezher). Trevadennet e voe da gentañ gant ar C'hallaoued, o tiazezañ Akadia. Lakaet e voe goude o c'hrabanoù war an douar-mañ gant ar Saozon, a-raok ma teuas da vezañ ul lodenn eus Kanada en XIXvet kantved.
Halifax eo ar gêr-benn. Kevandirel eo an hinad. 971 395 annezad a oa er broviñs e 2019.

Inizi Aozañ
Inizi zo stag ouzh ar broviñs:
- Enez ar C'hab Breton,
- Enez Sable,
- ha 3800 enezenn all.