An Enez Sable zo un enezenn draezhek hir e reter Kanada, er Meurvor Atlantel, 170 km er reter da aod Nova Scotia, ha stag outi, brudet dre ma'z eus c'hoarvezet meur a beñse warni. Un hed a 42 km zo dezhi, ha 1,3 km led d'ar muiañ. Avelek eo an enez, ha kemmañ a ra dizehan gant an avelioù hag ar c'horventennoù.

Kezeg gouez zo war an enez

Berr ha treut eo ar glazur, gant an avel greñv, ha latarek e vez an oabl alies.

Ur repu d'an evned eo an enez ha kezeg gouez zo warni a bell zo, degaset marteze gant an Europeiz kentañ. Reuniged ha morleoned zo e-leizh.

Pennad kar

kemmañ