Enez ar C'hab Breton
Enez ar C'hab Breton (Cape Breton Island e saozneg ; île du Cap-Breton e galleg, Île-Royale gwechall ; Eilean Cheap Bhreatainn e gouezeleg ; Únamakika e mikmakeg), pe Kab Breton hepken (Cape Breton e saozneg, Cap Breton e galleg, Ceap Breatainn e gouezeleg), a zo un enezenn er Meurvor Atlantel, er-maez da aod reter Kanada, e Norzhamerika, anezhi un darn eus proviñs Skos Nevez. 10 311 km² eo he gorread, ha 135 974 a dud a oa o vevañ enni e 2011. Un darn eus an enezourien a oar gouezeleg (hini Skos pe Iwerzhon) ha yezhoù amerindian.
Anv er yezh a orin | Unama'ki |
---|---|
Kevandir | Norzhamerika |
Stad | Kanada |
Kêr-benn | Sydney |
E tiriad | Skos Nevez |
Gwerzhid-eur | UTC−04:00 |
Lec'h | Pleg-mor Sant-Laorañs |
War ribl | Meurvor Atlantel |
Daveennoù douaroniel | 46°17′42″N 60°40′12″W |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er reter | 45°57′4″N 59°47′16″W |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ en norzh | 47°2′31″N 60°35′54″W |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er su | 45°32′53″N 61°17′17″W |
Kenurzhiennoù al lec'h pellañ er c'hornôg | 46°2′28″N 61°33′9″W |
Poent uhelañ | White Hill |
Banniel (deskrivadur) | flag of Cape Breton Island |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Cape Breton Island |
Melestradurezh
kemmañRannet eo an enezenn e municipalities (e saozneg), pe "kuzulioù" : Kuzul rannvro Kab Breton, Kuzul kontelezh Inverness, Kuzul kontelezh Richmond, Kuzul kontelezh Victoria, ha kêr Port Hawkesbury. Ouzhpenn da se ez eus pemp mirva indian : Eskasoni (an hini brasañ), Membertou, Wagmatcook, Waycobah ha Potlotek.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) (fr) (de) (it) Sturlevr beaj Kab Breton gant Wikivoyage.