James McDougal Hart
James McDougal Hart (Cille Mheàrnaig, 10 a viz Mae 1828 – Brooklyn, 24 a viz Here 1901) a oa ul livour stadunanat a orin skosat, ezel eus al luskad Hudson River School evel e vreur koshoc'h William McDougal.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | James McDougal Hart |
Anv-bihan | James |
Anv-familh | Hart |
Deiziad ganedigezh | 10 Mae 1828 |
Lec'h ganedigezh | Kilmarnock |
Deiziad ar marv | 24 Her 1901 |
Lec'h ar marv | Brooklyn |
Lec'h douaridigezh | Green-Wood Cemetery |
Breur pe c'hoar | William Hart, Julie Hart Beers |
Pried | Marie Theresa Gorsuch Hart |
Bugel | Letitia Bonnet Hart, Mary Theresa Hart |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | livour |
Tachenn labour | landscape painting |
Luskad | Hudson River School |
Tachenn | landscape painting |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
Buhez
kemmañE Cille Mheàrnaig e Bro-Skos e oa bet ganet James McDougal Hart e 1828, pevar bloaz a-raok ma tivroas e diegezh da SUA evit em staliañ en Albany (stad New York).
En Albany e voe deskard e ti ul livour a ginkle karroñsoù gant gweledvaoù — marteze an den end-eeun hag en devoa implijet e vreur William kent 1834.
Goude-se e tistroas da Europa evit deskiñ da vat ar vicher a livour dindan ren ar gweledvaour alaman Wilhelm Schirmer (1802-1866) e Düsseldorf. Eno e voe lakaet da ezel an Düsseldorfer Malerschule, Skol Livouriezh Düsseldorf[1],[2]. E München e voe goude-se, o vale a-hed ar Roen hag e Tirol evit tresañ dindan an amzer[3]. Dre W. Schirmer en devoa desket doare ar Gall Claude Lorrain (~1600-1682) hag an Izelvroad Jacob van Ruisdael (~1628-1682)[4].
E 1848, hag eñ oadet a 20 vloaz, e voe diskouezet e daolenn gentañ en National Academy of Design (NAD) e New York. Goude e zistro da SUA e 1853, e staliadur e New York e 1856 hag a-drugarez d'e weledvaoù, chatal enno alies evel e re an Hudson River School, e voe degemeret en NAD e 1858 — ar bloaz ma voe dilennet e vreur William da ezel — ha dilennet d'e dro e 1859[5]. E-pad tremen 40 vloaz e tiskouezas e oberennoù en NAD, ma voe beskadoriad adalek 1895 betek 1899. Evel re e vreur e voe lakaet e daolennoù war ziskouez er Brooklyn Art Association hag e diskouezadegoù meur en SUA.
Dre ma oa ezel eus an Hudson River School e live dremmvroioù damheñvel ouzh re e vreur William, hogen war lienoù bras-bras, evel The Old Homestead (1862), a zo 0,945 x 1,72 metr he ment.
Evel e vreur c'hoazh e oa ampart-kenañ William evit livañ chatal. Disheñvel-bras diouzh hini izili all ar Skol e oa e sell war ar gweledvaoù avat, ken ez eo arouezus an talennoù-se eus doare an Hudson River School evel Summer in the Catskills, e-tro 1865.
D'ar 24 a viz Here 1901 e varvas James M. Hart e Brooklyn, oadet a 73 vloaz. E bered Green-Wood e Brooklyn e voe beziet[6].
Taolennaoueg
kemmañ-
A Stream in the Adirondacks (1859)
-
The Old Homestead(1862)
-
Summer in the Catskills (~1865)
-
Harriman New York Overlooking the Hudson (1867)
Notennoù
kemmañ- ↑ (de) Andree, Rolf. Die Düsseldorfer Malerschule. Darmstad : Verlag Phillip von Zabern, 1979, p. 145 (ISBN 978-3-8053-0409-2)
- ↑ (de) Morgen, Sabine. Die Ausstrahlung der Düsseldorfer Schule nach Amerika im 19. Jahrhundert. Göttingen : Edition Rupecht, 2008, p. 384 ha 686 (ISBN 978-3-7675-3059-1)
- ↑ (de) Andree, op. cit. p. 203.
- ↑ (de) Morgen, op. cit. p. 694.
- ↑ (en) NAD. Kavet : 14/10/2023.
- ↑ (en) 'Find A Grave'. Kavet : 14/10/23.