Julie Hart Beers Kempson (Pittsfield, Massachusetts, 28 a viz Kerzu 1834[1]Trenton, New Jersey, 13 a viz Eost 1913) a oa ul livourez stadunanat eus al luskad Hudson River School, unan eus an nebeudig gweledvaourezed a-vicher oc'h ober berzh en Amerika he amzer.

Ganet e oa bet Julie Hart e Pittsfield, e Massachusetts, merc'h da James Hart hag e bried Marion Robertson, ur c'houblad divroet eus Bro-Skos e 1831. Daou vreur dezhi, William ha James a oa ivez gweledvaourion eus an Hudson River School.

E 1853, oadet a 18 vlez, e timezas gant George Washington Beers, ur c'hazetenner. Intañvez e voe tri blez goude, e 1856 ; gant he div verc'h e tilojas da New York ma veze he daou vreur o labourat, pep a studio dezhe. Gant he breudeur e teskas al livouriezh moarvat, pa ne veze ket kelennet an arzoù d'ar maouezi en amzer-se.

Tremen 40 vloaz e oa Julie Hart pa reas he annez gant he eil pried, Peter Kempson, e Metuchen, New Jersey, ma stalias he studio dezhi en ur virout anv he fried kentañ evit sinañ he oberennoù, « Julie H. Beers » hag en ur genderc'hel da implijout studio he breur William e New York evel taolennaoueg[2], peogwir e veze berzet an diskouezadegoù d'ar maouezi.

Alies koulskoude e veze lakaet he zaolennoù war ziskouez adalek 1867, er bloavezhioù 1870 hag er bloavezhioù 1880 en National Academy of Design — a oa renet gant A. B. Durand eus an Hudson River School, er Brooklyn Art Association, er Boston Athenæum e Boston hag er Pennsylvania Academy of Fine Arts e Philadelphia.

Un toullad taolennoù a werzhe dre ar Brooklyn Art Association ; alies avat ec'h ambrouge strolladoù maouezi evit tresañ e menezioù stad New York ha New England evit peurleuniañ he yalc'h[2].

E Trenton, e New Jersey, e varvas Julie Hart Beers d'an 13 a viz Eost 1913, aodet a 78 vloaz.


Levrlennadur

kemmañ
  • (en) Masten, April F.. Art Work: Women Artists and Democracy in Mid-Nineteenth-Century New York. Philadelphia : University of Pennsylvania Press, 2008 [p. 141] (ISBN 978-0-8122-4071-9)

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (en) Burstyn, Joan N.. Past and Promise — Lives of New Jersey Women. Lanham : Scarecrow Press, 1990, p. 159 (ISBN 978-0-8108-2201-6)
  2. 2,0 ha2,1 Masten, op. cit., p. 141.