William Hart
William McDougal Hart (Paisley, 31 a viz Meurzh 1823 – Mount Vernon, 17 a viz Mezheven 1894) a oa ul livour stadunanat a orin skosat, ezel eus al luskad Hudson River School. Bet e oa deskard d'al livour akademiek gall Jules Joseph Lefebvre a-raok dezhañ arbennikaat war al livañ dremmvroioù ha chatal.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | William |
Anv-familh | Hart |
Deiziad ganedigezh | 31 Meu 1823 |
Lec'h ganedigezh | Pàislig |
Deiziad ar marv | 17 Mez 1894 |
Lec'h ar marv | Mount Vernon |
Lec'h douaridigezh | Green-Wood Cemetery |
Breur pe c'hoar | James McDougal Hart, Julie Hart Beers |
Bugel | Jessica Wallace Hart |
Micher | livour |
Luskad | Hudson River School |
Tachenn | landscape painting |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library |
Buhez
kemmañE Paisley e Bro-Skos e oa bet ganet William Hart e 1823, nav bloaz a-raok ma tivroas e diegezh da SUA evit em staliañ en Albany (New York).
E stal ul livour kinkler en Albany hag e Troy e voe deskard, war lez dehou an Hudson, ma labouras da livañ dremmvroioù war gostezioù karroñsoù[1]. Goude 1834 ec'h eas da boltredour ivez. E dibenn ar bloavezhioù 1830 e veajas dre stadoù ar Midwest, e Michigan dreist-holl, da glask urzhiadoù poltredoù, hep ober berzh avat.
Er bloaz 1848 e voe lakaet e daolenn gentañ war ziskouez en National Academy of Design (NAD) e New York. Bloaz war-lerc'h e titroas da Albany, hag e dibenn ar bloaz en devoe ur yalc'had digant un doktor Ormsby evit mont da Europa ha studiañ al livañ gweledvaoù eno. E Bro-Skos e livas betek 1852 kent distreiñ da Albany ha dilojañ da New York e 1853. Evel an darn vrasañ eus gweledvaourien SUA e reas staliañ ur studio eno, e 1858, ar bloavezh ma voe degemeret evel ezel en aozadur an NAD ; adalek ar bloaz-se betek kreiz ar bloavezhioù 1870 e tiskouezas ingal e oberennoù eno. Ouzhpenn d'an NAD e oa William Hart ezel eus an American Watercolor Society[2], ma voe kadoriad adalek 1870 betek 1873[1].
E 1865, oajet a 42 vloaz, e voe dilennet da gadoriad kentañ ar Brooklyn Academy of Design[3].
D'ar 17 a viz Mezheven 1894 e varvas William Hart e Mount Vernon, Stad New York, oajet a 71 vloaz. E bered Green-Wood e Brooklyn e voe beziet[4].
Oberennoù
kemmañE doare an Hudson River School e voe oberennoù William Hart a-hed e remzad ; hollbouezus eo ar gouloù hag an aergelc'h en e zremmvroioù, dreist-holl bannoù heol a-veskell ha skeudoù er raktalennoù. (??
En e oberennoù diwezhañ e livas kalzik a chatal, un dodenn a gaver en Hudson River School ivez evit aroueziañ an darempred peoc'hus etre mab-den hag an natur. Plijout a rae ar stil d'an dastumerien, ken e veze kavet taolennoù chatal W. Hart, en hogos holl stalioù ma vezent gwerzhet diouzh ar c'hresk, hag e kazi holl zastumadoù prevez war aodoù reterel ar Stadoù-Unanet[5].
Gant e dresadennoù ivez eo bet brudet William Hart. Scene at Napanoch, Ulster County, New York a voe an oberenn bennañ en diskouezadeg aozet e 1883 gant rann an arzoù en New England Manufacturers' and Mechanics' Institute e Boston ; A Quiet Nook (1885) zo ur skouer all eus e ampartiz.
Taolennaoueg
kemmañ-
Peace and Plenty, 1855
-
Mount Madison from the Androscoggin River, 1862
-
An Autumn Effect - Morning, 1865
-
Grazing Cows, 1879
-
Scene at Napanoch, 1883
-
A Quiet Nook, 1885
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (en) Chisholm. William Hart. Encyclopædia Britannica, levrenn 13. Cambridge : Cambridge University Press, 1910, p. 31. Kavet : 13 Here 23..
- ↑ Watercolor : livadurioù dre zour war baper ; gwelit dourliverezh.
- ↑ (en) 'National Gallery of Art'. Kavet : 13 Here 23.
- ↑ (en) 'Find A Grave'. Kavet : 13 Here 23.
- ↑ (en) Sheldon, G.W. American Painters. New York : D. Appleton & Co., 1879, p. 86. Kavet : 13 Here 23.