Jacob Isaackszoon van Ruisdael (Haarlem, 1628 pe 1629 - Haarlem pe Amsterdam, 14 a viz Meurzh 1682) a oa ul livour, un treser hag un engraver eus Izelvroioù an Norzh, brudet evel gweledvaour ha dre e vorlivadurioù. Bez' e voe unan eus livourien bennañ Oadvezh Aour an Izelvroioù (~1588, ganedigezh ar Proviñsoù-Unanet1672, ar Rampjaar, "ar bloaz gwallreuzus").

Jacob van Ruisdael

Poltred faltaziek eus J. van Ruisdael
Kunsthalle Hamburg
Anv Jacob Isaackszoon van Ruisdael
Ganedigezh 1628/1629
Haarlem
 Proviñsoù-Unanet
Marv 14 Meurzh 1682
Haarlem pe Amsterdam

Micherioù Livour
Treser
Engraver
Doare Barokelezh
Respet 1646-1682

Nebeut a ouzer diwar-benn Jacob van Ruisdael — diasur eo c'hoazh bloaz e c'hanedigezh ha lec'h e varv ; n'eus deuet emboltred ebet na poltred ebet anezhañ betek ennomp, na skrid ebet diwar e zorn.

D'an 9 a viz Mezheven 1661 e tisklêrias bezañ 32 vloaz, ar pezh a dalvez e oa bet ganet e 1628 pe 1629[1]. Ur sternier paour e oa e dad Isaack, hag ul livour a-wechoù ; eil pried Isaack e oa e vamm Maycken Cornelis, a oa bet dimezet gantañ d'an 12 a viz Du 1628. Pa voe Jacob 13 pe 14 vloaz ez addimezas e dad, gant Barbertgen Hoevenaels d'an 9 a viz Meurzh 1642, ha bloaz goude e voe ganet hanterc'hoar Jacob, Maria van Ruisdael.
Ur c'henderv d'al livour Salomon van Ruysdael (~1602-1670) e oa Jacob, a dremenas e yaouankiz e metoù livourien Haarlem.

  • De Goyer e oa anv all an tiegezh Van Ruisdael, diwar Het Gooiland (Noord-Holland) ma oa genidik. Van den Graft e oa anv tad-kozh Jacob, a gemmas e de Goyer p'en em stalias e kastell Ruysdael e Blaricum evel farder arrebeuri ; e vab Isaack a gemmas an anv e van Ruysdael ; Jacob hepken a skrive e anv van Ruisdael, gant un i [2].

E 1648 e voe ezel Jacob van Ruisdael eus skourr ar Gild Sant-Lukaz en Haarlem, a vode livourien, engraverien, kizellerien ha moullerien en Europa. Hervez reolennoù ar Gild e ranke pep ezel nevez bezañ un deskard e-pad tri bloaz a-raok bezañ ur "c'houviad dic'hopr", da lavarout eo ne c'helle na sinañ na gwerzhañ e oberennoù, a oa perc'hennet gant e gelenner ; den ne oar piv zo bet kelenner da Jacob van Ruisdael, a voe levezonet-bras e gant e dad, e eontr ha livourien all a anavezent. Dre ma sinas e labour adalek 1646 e ouzer e voe o teskiñ adalek 1643 betek 1646 a-raok bezañ "kouviad dic'hopr" eus 1646 da 1648, bloaz e 20 vloaz, an oad izelañ a oa rekis evit emezelañ er Gild.

Beajiñ en Izelvroioù a reas adalek 1646 betek 1650 evit livañ, gwech gant e dad, gwech all gant e vignon al livour haarlemat Nicolaes Berchem (1622-1683).

E-tro 1656 en em stalias J. van Ruisdael en Amsterdam ; d'ar 14 a viz Mezheven 1657 e c'houlennas e vadeziant digant an Iliz adreizhet nederlandat (ur mennonad e oa moarvat, evel e dad, e eontr hag e genderv), hag ur c'heodedad diouzh reizh ha lezenn e voe en Amsterdam adalek 1659.

Un teul hepken, deiziadet 8 a viz Gouhere 1660, a brou e oa un diskibl o teskiñ digant J. van Ruisdael : al livour Meindert Hobbema (1638-1709) e oa, hag a sinas e oberennoù adalek 1658[3]. Betek 1689 e sinas Hobbema e daolennoù, met diarvar eo e voe diverket e sinadurioù kentañ evit o lakaat war anv van Ruisdael, pa dalveze muioc'h labour hennezh war ar marc'had. E-tro 1660 e veajjont asambles en tu all d'an harzoù etre an Izelvroioù hag Alamagn.[2].

Daoust d'e vrud ha d'e dalvoudegezh war marc'had an arzoù, biskoazh ned eo aet Jacob van Ruisdael da binvidik ; e 1674 e rankas paeañ un dell a 1/200 eus e beadra, ha dre ma paeas 10 florin e c'heller jediñ e oa 2 000 florin en e gerz, ar pezh a ziskouez e oa pinvidikoc'h eget e dad memestra.[1]

Dizimez e chomas a-hed e vuhez. Moarvat e oa distroet da Haarlem pa varvas d'ar 14 a viz Meurzh 1682, rak eno e voe beziet ha n'eus bet kavet roud ebet eus an dell a ranke ar familh paeañ pa veze beziet ur c'heodedad eus Amsterdam en ul lec'h na oa ket o chom e kêr.

Divrudet un tamm e oa bet Jacob van Ruisdael goude e varv, betek ma voe meulet gant livourien estren, Sir Joshua Reynolds (1723-1792) ha John Constable (1776-1837) en o zouez.

Oberennoù

kemmañ
 
An Haarlempje kentañ.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

En oberennoù kentañ Jacob van Ruisdael, a livas e korn-bro Haarlem, ez eo anat levezon e dad, e eontr ha Cornelis Vroom (~1591-1661). Goude en devout beajet pelloc'h e livas gweledvaoù torosennek ha gouez, enno koadeier teñval, runioù dindan oabloù arnevek, ha lammoù-dour — ar re-mañ dindan levezon al livour Allaert van Everdingen (1621-1675), en devoa degaset an dodenn da Amsterdam goude ur veaj e Sveden. Dismantroù, milinoù-dour, milinoù-avel ha dervenned kozh a weler alies ivez. P'edo en Amsterdam e livas ivez kêr gwelet diwar nij ha gweledvaoù-goañv. Nebeut-tre a dud zo en e daolennoù.

J. van Ruisdael ne live ket ar gweledvaoù evel ma oant, peogwir ne c'helle ket livañ er-maez eus ar stal-labour[4]. Aozet diwar ar pezh en devoa gwelet ha brastreset e oa e daolennoù neuze. Ouzhpenn d'ar gudenn deknikel, n'eo ket livañ ar gweledva evel ma oa e oa ar ratozh, klask reiñ "ene an arvest" e oa e gwirionez. Holl livourien Oadvezh Aour an Izelvroioù a reas heñvel.
E 1667 e livas J. van Ruisdael Gezicht op Haarlem vanuit het zuiden met bleekvelden, "Ur sell war Haarlem eus ar Su gant maezioù gwennaet", un diskenn dirak hag iliz Sant-Bavo (St. Bavokerk) en treñv. Buan e voe brudet an daolenn-se, kement ma reas al livour pemzek taolenn damheñvel. Kement a daolennoù peuzheñvel ouzh honnezh a voe graet da c'houde ma troas d'ur patrom anvet Haarlempje.

Skeudennaoueg

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  • (en)WikiArt. Kavet : 16 Meurzh 2022.

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en) Slive, Seymour. Jacob van Ruisdael. New York : Abbeville Press, 1981 (ISBN 978-0-89659-237-7)
  2. 2,0 ha2,1 (nl) (en) 'RKD-Nederlands Instituut voor Kunstgeschiedenis / Ensavadur izelvroat Istor an arzhoù. Kavet : 16 Meurzh 2022.
  3. (en) Slive, Seymour. Dutch Painting – 1600-1800. New Haven : Yale University Press, 1998 (ISBN 978-0-300-07451-2)
  4. E 1841 e voe ijinet ar c'horzennadoù liv, gant al livour stadunanat John Goffe Rand (1801-1873).