Wilhelm Schirmer
Arabat eo droukveskañ gant Johann Wilhelm Schirmer
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Prusia |
Anv e yezh-vamm an den | August Wilhelm Ferdinand Schirmer |
Anv-bihan | Wilhelm |
Anv-familh | Schirmer |
Deiziad ganedigezh | 6 Mae 1802 |
Lec'h ganedigezh | Berlin |
Deiziad ar marv | 8 Mez 1866, 1 Mez 1866 |
Lec'h ar marv | Nyon |
Micher | livour, drawer |
Implijer | Royal Porcelain Manufactory |
Bet war ar studi e | Prussian Academy of Arts |
Studier | Max Schmidt, Ferdinand Konrad Bellermann, Albert Heinrich Brendel |
Bet studier da | Friedrich Wilhelm Schadow |
Floruit | 1835 |
Tachenn | landscape painting |
Oberennoù zo en dastumad | Alte Nationalgalerie, Kupferstichkabinett Berlin, Führermuseum, Royal Collections of the Netherlands |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
August Wilhelm Ferdinand Schirmer (Berlin, 6 a viz Mae 1802 – Nyon, 8 a viz Mezheven 1866) a oa ul livour alaman.
Ur gweledvaour e oa, a gelenne en Düsseldorfer Malerschule, Skol Livouriezh Düsseldorf, m'en devoe al livour stadunanat James McDougal Hart da skoliad [1],[2].
Buhez
kemmañUl livour bokedoù e oa W. Schirmer e deroù e remzad, e Königlichen Porzellan-Manufaktur ("Labouradeg real porselen") Berlin, ma voe implijet betek 1823. Da weledvaour ec'h eas goude-se, ha gant Peter Joseph Lenné e labouras evit adkempenn park ha kastell Glienicke, a oa d'ar priñs Carl von Preußen.
E 1827 ec'h eas da Italia, ma chomas betek 1831. Goude distroet da Verlin e stalias ur studio eno, a zesachas buan ur strollad bras a studierion. D'ar mare-se e kenlabouras gant ar priñs Hermann von Pückler-Muskau (1785-1871), a oa ul livour ivez, evit skeudennaouiñ e sturlevr a-zivout an terkañ liorzhoù, Andeutungen über Landschaftsgärtnerei ("Notennoù a-zivout an terkañ liorzhoù", 1834)[3].
Er bloaz 1835 e voe anvet W. Schirmer da ezel eus Akademiezh Berlin, ma kelennas al livañ gweledvaoù betek 1839.
Adalek 1847 e labouras evit kinklañ mirdi nevez Berlin, an Neues Museum, ma reas murlivadurioù e sal Henegipt hag e hini Henc'hres.
War an distro eus ur veaj arall da Italia e varvas e Nyon, e Kanton Vaud e Suis, d'an oad a 64 bloaz. E bered kozh St. Matthäus e Schöneberg e voe sebeliet, hogen diskaret eo bet e vez[4].
- Dibar eo lec'h Wilhelm Schirmer en Istor an arzoù, pa lakae an aozadur dreist an teknik[5]. Muioc'h eget lakaat war baper ar pezh a wele a reas en Italia : dastum danvez naturel a rae, evit aozañ dre ijin gweledvadoù a vije istorel ha barzhoniel war un dro. Kement-se a lakaas e pleustr pa ginklas mogerioù Neues Museum Berlin.
Taolennaoueg
kemmañ-
Skeudenn evit Andeutungen über Landschaftsgärtnerei
-
Blick auf die Porta Angeli
-
Potsdam, Römische Bäder von der Pergola des Schlosses Charlottenhof aus
-
Ein südliches Tal mit einer Wassermühle
Notennoù
kemmañ- ↑ (de) Andree, Rolf. Die Düsseldorfer Malerschule. Darmstad : Verlag Phillip von Zabern, 1979, p. 145 (ISBN 978-3-8053-0409-2)
- ↑ (de) Morgen, Sabine. Die Ausstrahlung der Düsseldorfer Schule nach Amerika im 19. Jahrhundert. Göttingen : Edition Rupecht, 2008, p. 384 ha 686 (ISBN 978-3-7675-3059-1)
- ↑ (de) Hermann Fürst von Pückler-Muskau (Stuttgart, 1834). Andeutungen über Landschaftsgärtnerei. Basel : Birkhäuser, 2014 (ISBN 978-3-03821-317-8) • Len en-linenn. Kavet : 14 Here 23.
- ↑ (de) Mende, Hans-Jürgen. Lexikon Berliner Grabstätten. Berlin : Haude & Spener, 2005, p. 308 (ISBN 978-3-7759-0476-6)
- ↑ (en) Chisholm, Hugh. Schirmer, Fiedrich Wilhelm. In : Encyclopædia Britannica, levrenn 24. Cambridge : Cambridge University Press, 1911, p. 327. Kavet : 14 Here 23..