John Frederick Kensett
John Frederick Kensett (Cheshire, Connecticut, 22 a viz Meurzh 1816 – New York, 14 a viz Kerzu 1872) a oa ul livour hag un engravour stadunanat, ezel eus eil remziad an Hudson River School.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | John Frederick |
Anv-familh | Kensett |
Deiziad ganedigezh | 22 Meu 1816 |
Lec'h ganedigezh | Cheshire |
Deiziad ar marv | 14 Kzu 1872 |
Lec'h ar marv | New York |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Tanijenn skevent |
Lec'h douaridigezh | Green-Wood Cemetery |
Kar | Alfred Daggett |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | livour |
Bet war ar studi e | Cheshire Academy |
Oberenn heverk | Overlooking the River From the Cliffs |
Diellaouet gant | Frick Collection and Frick Art Research Library Archives |
Luskad | Hudson River School |
Tachenn | marine art, landscape painting |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library |
Ur gweledvaour e oa dreist-holl, a lakae gouleier dremmvroioù Stad New York ha Bro-Saoz Nevez war al lien e doare al Luminism[1].
En deroù e voe levezonet J. F. Kensett gant taolennoù Thomas Cole, met abred e kavas gwell ober gant livioù yenoc'h ha diskouez dremmvroioù na oant ket ken arvestek koulz dre o livioù hag o c'henaoz[2].
Buhez
kemmañGanet e voe J. F. Kensett d'an 22 a viz Meurzh 1816 e Cheshire, Connecticut, en un tiegezh enbroidi a Vro-Saoz. Eno e voe skoliataet er Cheshire Academy, ur skol-lojañ. An engravañ a zeskas digant e dad Thomas Kensett, ha diwezhatoc'h digant e eontr Alfred Daggett. Goude-se e voe engravour e New Haven, e Connecticut bepred, betek 1838 kent mont da engravour bilhedoù-bank e New York.
Er bloaz 1840 ec'h eas J. F. Kensett da Europa a-gevret gant Asher Durand ha John William Casilear evit studiañ livouriezh ar Bed Kozh. Eno e kejas ouzh al livour ha maendresour stadunanat Benjamin Champney (1817-1907) ; a-gevret e veajjont dre Europa evit tresañ ha livañ. Er mare-se e kavas Kensett e plije dezhañ labour gweledvaourion izelvroat ar XVIIvet kantved, Rembrandt en o zouez. E 1847 e tistroas an daou geneil da Stadoù-Unanet Amerika.
Kalz e veajas J. F. Kensett goude en devout staliet e studio e New York : e gwalarn SUA, e Colorado, ha meur a wech en Europa a-nevez.
Brud al livour a zeuas dreist-holl dre an dremmvroioù a livas e gwalarn ha biz Stad New York hag e Bro-Saoz Nevez ; morlivadennoù a reas ivez e Bro-Saoz Nevez ha war aodoù New Jersey ha Long Island. Abalamour d'an taolennoù-se e voe lakaet da ezel eus eil remziad al luskad Hudson River School, al Luminists, a live a-daolioù barr-livañ skañv, peuzdiwelus, evit deouezañ ar gouleier naturel.
E 1848 e voe dilennet da geneil an National Academy of Design (NAD) e New York ; bloaz goude e voe dilennet da ezel.
E bloaz 1851 e livas un daolenn vras, Mount Washington from the Valley of Conway (1,026 x 1,534 metr), a voe prenet gant an American Art Union ; un engravadur a voe graet gant ar Skosad James Smillie (un ezel eus an NAD) ha kaset da 13 000 koumananter an Art Union en SUA a-bezh. Livourien all a aozas taolennoù diwar an engravadur-se moullet war baper. Ur skeudenn damheñvel a voe embannet e deroù ar bloavezhioù 1860. Ker brudet e oa taolenn J. F. Kensett ma roas lañs d'an touristerezh e White Mountains New Hampshire.
A-nebeudoù e kemmas dorn J. F. Kensett, eus doare an Hudson River School er bloavezhioù 1850 da Luminism ar bloavezhioù 1870, ar mare ma livas e daolennoù bravañ, evel Eaton's Neck, Long Island (1872).
|
Brudet-bras ha pinvidik e voe al livour a-hed e vuhez, ken e troas da vesen arzourien hag arzourezed all. Ouzhpenn da vout ezel eus an NDA e voe diazezer ha kadoriad an Artists' Fund Society e New York, a badas eus 1859 da 1946. Unan eus diazezerion ar Metropolitan Museum of Art (MET) e New York e 1870 e voe ivez.
E 1872 e klaskas saveteiñ gwreg ur mignon dezhañ, Mary Lydia Hancok Colyer, a oa o veuziñ e Long Island Sound ; en abeg d'an darvoudenn-se marteze e tapas ur skeventfo, ar pezh a zegasas un taol-kalon a lazhas an arzour d'ar 14 a viz Kerzu 1872, d'an oad a 56 vloaz. Beziet e voe e bered Green-Wood e Brooklyn[3]
Taolennaoueg
kemmañ-
Trout Fisherman, 1852
-
Upper Mississippi, 1855
-
View of the Beach at Beverly, Massachusetts, 1860
-
Lake George, 1860-1869
-
Lake George, 1869
-
Lake George, e-tro 1870
-
Lake George, e-tro 1870
-
The Old Pine, Darien, Connecticut, e-tro 1872
Levrlennadur
kemmañ- (en) Driscoll, John Paul & Howar, John K.. John Frederick Kensett, An American Master. New York : W. W. Norton & Company, 1985 (ISBN 978-0-393-01934-6)
- (en) Wilton, Andrew & Barringer, Tim. American Sublime – Landscape Painting in the United States 1820-1880. Princeton : Princeton University Press, 2002 (ISBN 978-0-691-09670-4)
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) 'John Frederick Kensett – The Complete Works. Kavet : 18/10/2023.
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) Wilmerding, John. American Light – The Luminist Movement, 1850-1875. Princeton : Princeton University Press, 1989 (ISBN 978-0-691-00280-4)
- ↑ Wilton, & Barringer op. cit., p. 25
- ↑ (en) (fr) 'Find A Grave'. Kavet : 18/10/2023.