Susie Moore Barstow

Susie Moore Barstow (New York, 9 a viz Mae 1836idem, 12 a viz Mezheven 1923) a oa ul livourez stadunanat, un ezel eus al luskad Hudson River School, brudet dre ar gouloù a ouie lakaat en he gweledvaoù.

Susie Moore Barstow
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanSusie Kemmañ
Anv-familhBarstow Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Mae 1836 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNew York, Manhattan Kemmañ
Deiziad ar marv12 Mez 1923 Kemmañ
Lec'h ar marvNew York, Brooklyn Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherlivour, visual artist, art educator Kemmañ
Tachenn labourlivouriezh, Arzoù ar gweled, visual art education Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

Ganet e oa e New York, merc'h d'ar marc'hadour te Samuel Barstow (1805-1884) hag e bried Mary Tyler Blossom (1813-1895) e Brooklyn[1].

Seitek vloaz e oa pan echuas gant he studi er Rutgers Female Institute e 1853 ; klokaat he stummadur war an arzoù-kaer a reas en Europa[1] kent mont da gelenn er Brooklyn Institute of Arts and Sciences ha boulc'hañ he remzad gweledvaourez a vicher.

Un alpaerez arroutet e oa Susie M. Barstow, he devoa krapet gant kantadoù a venezioù ; n'eo ket souezh neuze e plije dezhi lakaat dremmvaoù meneziek war al lien : ar Menezioù Adirondacks hag ar Menezioù Catskill e stad New York, White Mountains New Hampshire en SUA, koulz hag an Alpoù hag ar Schwarzwald en Europa. Peogwir e kave dezhi ne oa ket dilhad merc'hed he amzer gwall aes evit krapat ec'h ijinas ur gwiskamant nevez : ur vrozh verr war bragoù hir ha heuzoù dalc'h dezho, a voe degemeret gant al luskad Victorian dress reform movement en eil hanterenn an XIXvet kantved

Adaoz an dilhad, 1895
 

"Jessie ger, perak an diaoul an dilhad marc'houarnañ-se ?"

"Ma, evit o gwiskañ, evel-just."

"Marc'h-houarn ebet n'hoc'h eus avat !"

"Gwir, met ur mekanik-da-wriat zo ganin !"


Diskouez glannoù ar stêr Hudson a eure ivez, alese he brud evel ezel eus eil remziad an Hudson River School.

E 1858 e voe ar c'hentañ gwezh ma voe lakaet oberennoù S. M. Barstow war ziskouez, en National Academy of Design (NDA) e New York ; er Brooklyn Art Association eno hag er Pennsylvania Academy of the Fine Arts e Philadelphia e tiskouezas goude-se.

Dizimez e chomas Susie Moore Barstow a-hed he buhez. E Philadelphia e varvas d'an 12 a viz Even 1863 ; e bered Green-Wood e Brooklyn emañ he bez[2].


Levrlennadur

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 Bittermann, op. cit.
  2. (en) (fr) 'Find A Grave'. Kavet : 24/10/2023.