Homer Dodge Martin

livour stadunanat

Homer Dodge Martin (Albany, New York, 28 a viz Here 1836Saint Paul, Minnesota, 12 a viz C'hwevrer 1897), a oa ul livour stadunanat brudet evit e weledvaoù.

Homer Dodge Martin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanHomer Kemmañ
Anv-familhMartin Kemmañ
Deiziad ganedigezh28 Her 1836 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAlbany Kemmañ
Deiziad ar marv2 C'hwe 1897 Kemmañ
Lec'h ar marvSaint Paul Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherlivour, visual artist, skeudennaouer Kemmañ
Tachenn labourArzoù ar gweled, livouriezh, illustration Kemmañ
StudierHenry Augustus Ferguson Kemmañ
Bet studier daWilliam Hart Kemmañ
Tachennlandscape painting Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour eSmithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library Kemmañ
H. D. Martin e 1892

Pevare mab da Homer Martin hag e bried Sarah Dodge e oa[1].

Un diskibl d'al livour William Hart (1823-1894) e voe e-pad berr amzer ; levezonet gant doare an Hudson River School e oa e labourioù kentañ neuze.

 
Savadur West 10th Street e 1870

Er bloavezhioù 1860 e veajas en hañv dre ar Menezioù Adirondacks e biz Stad New York, ar Menezioù Catskill e gevred an hevelep Stad, hag ar White Mountains e New Hampshire. Eno e tresas dremmvroioù a lakaas war al lien en e stal-labour e New York, a oa er c'hentañ savadur gouestlet d'an arzourien, e West Tenth Street.

D'ar 25 a viz Mezheven 1861 e timezas gant Elizabeth Gilbert Davis[2].

Er bloaz 1868 e voe dilennet Homer D. Martin da geneil en National Academy of Design e New York, kent bezañ dilennet da ezel e 1874[3].

E-kerzh ur veaj en Europa e 1876 e voe dedennet-bras gant al luskadoù gall École de Barbizon hag Impresionouriezh. Goude ar gavadenn-se e troas taolennoù H. D. Martin da deñvaloc'h, gant taolioù barr-livañ dispisoc'h.

E Normandi e vevas adalek 1882 betek 1886, gant chomadennoù e "trevadenn arzel" en Étaples (Pas-de-Calais). Distreiñ da New York a eure goude-se, e 1887.

Dre ma teue paouroc'h-paourañ ha klañvoc'h-klañvañ e kuitaas New York er bloaz 1893 da gavout repu e ti kerent dezhañ e Saint Paul. Peuzdall e oa pa livas eno diwar eñvor div eus e oberennoù brudetañ, Adirondack Scenery ha Harp of the Winds.

E Saint Paul e varvas Homer Dodge Martin e deroù ar bloaz 1897, oadet a 60 vloaz. Biskoazh n'en devoa graet berzh, met daou vloaz goude e dremenvan e voe gwerzhet Adirondack Scenery evit 5 500 $, hag an daolenn Harp of the Winds a voe prenet gant ar Metropolitan Museum of Art ("MET") e New York.



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. (en) Martin, Elizabeth Gilbert. Homer Martin – A Reminiscence. New York : William MacBeth, 1904 p. 3. Kavet : 26 Gwen 23.
  2. (en) Martin, Elizabeth Gilbert. op. cit., p. 12. Kavet : 26 Gwen 23.
  3. (en) 'National Academy of Design'. Kavet : 26 Gwen 23.