Baraer
den a fard ha gwerzh bara
Ur baraer, ur fornier, ur pober, ur bouloñjer zo un den a fard bara en ur forn.
Labourat a ra gant bleud ha dour d'ober an toaz en ul laouer-doaz. Goude e vez meret an toaz gantañ, ha lakaet da boazhat en ur forn tomm-gor, gant ur bal-forn.
Pastezerien e vez ar varaerien a-wechoù ivez. Hervez ar broioù e c'hallont kaout ur statud a artizaned, evel e Bro-C'hall ma'z eus muioc'h-muiañ a gevezerezh etre int ha ar gourstalioù.
Anv-tiegezh
kemmañEvel kalz anvioù micher eo deuet da vezañ un anv-tiegezh brezhonek : Fornier hag Ar Fornier. Gallekaet eo bet e Fournier ha Le Fournier gant marilh ar boblañs.