Mandolinenn[1] pe mandolig [2] a reer eus ur benveg-seniñ dre gerdin piñset, eus familh al ludoù hag a-orin eus Italia.

Mandolinenn napolitan, 1900

Gerdarzh

kemmañ

Eus ar galleg mandoline (1759), diwar an italianeg mandolino, stumm bihanaet mandola, ur benveg-seniñ bras damheñvel anvet diwar al latin pandura, eus an henc'hresianeg πανδοῦρα (pandoûra), a oa un doare lud teir c'hordenn dezhañ.

 
Skritell The Spanish Students e New York, 1880

Binvioù kar d'ar vandolinenn a zo bet sonet a-hed kantvedoù en Europa, lies o mentoù ha niver o c'herdin, an holl nezho deuet dre vuzulmiz Spagn ha Sikilia. En Azia ar C'hreiz ma vezent sonet abaoe an IIvet kantved e oa bet kavet an binvioù-se gant ar vuzulmiz, a rae barbat (persaneg : بربت) hag oud (arabeg : عود) anezho ; eus al-oud gant ar ger-mell strizh e teu ar ger lud end-eeun.

Un diskennadez italian arnevez eus al lud eo ar vandolinenn a anavezomp, dre ar mandoro italian a zo brasoc'h. En XVIIIvet kantved e voe fardet ar mandolini kentañ e Napoli. Sonet e voe ar vandolinenn en Europa a-bezh kent bezañ kaset da get gant brezelioù Napoleon (1803-1815). Gant Pasquale Vinaccia (1806-1882), a oa ludaouer ofisiel ar Gurunenn e Napoli bepred, e voe adsavet mandolinennoù nevez adalek 1835 gant kefioù-dasson don ha kerdin dir[3]. Patrom holl vandolinennoù an XIXvet kantved e voe doare P. Vinaccia goude ma voent gwelet ha klevet sonet gant al laz spagnol eus Madrid anvet The Spanish Students da-genver Diskouezadeg Hollvedel Paris e 1878 ha pelloc'h en Europa, e Rusia, e Norzhamerika hag e Suamerika[4].

Un doare mandolino a veze fardet e Lombardia ivez, met hini Napoli eo a vez sonet er bed a-bezh.

Deskrivadur

kemmañ
Lodennoù ur vandolinenn
 
1. Troad • 2. Kef-dasson • 3. Alc'hwezioù
• 4. Toull ar son • 5.Pontig • 6. Marc'h

Ouzh ur c'hef-dasson ront ha don, e koad, e vez staget un troad e koad ivez. E laez an troad ez eus alc'hwezioù evit kentoniñ pep kordenn, a zo stag ouzh he alc'hwez ha stegnet adalek ur gennig war-eeun dreist ur pontig betek ur marc'h a zo e traoñ ar c'hef-dasson. Ar pontig a chom stok ouzh traoñ ar c'hef-dasson dre stegn ar c'herdin.

Plezhelloù metal a vez sanket en troad evit merkañ kombodoù an notennoù a c'heller seniñ ; 12 plezhell a vez da nebeutañ a-raok ar c'hef-dasson,, eleze 12 notenn dre gordenn ; merkoù a vez war an troad a-raok ar 5vet, 7vet, 10vet ha 12vet plezhenn evit en em lec'hiañ.

Lakaet e vez ar c'herdin da froumal dre o fiñsañ gant bizied un dorn pe gant ur skraberig, etre toull ar son hag ar pontig, en ur o stardañ ouzh an troad gant bizied an dorn all. Froumadennoù ar c'herdin a laka ar pontig da zaskrenañ ; dre ma'z eo stag ouzh ar c'hef-dasoon en e laka da zaskrenañ ivez ; ar son kreñvaet a zeu er-maez dre an toull bras pe vrasoc'h a zo etre ar pontig hag an troad.

Pa baouezer da biñsañ ur gordenn e ya ar son da get nebeut-ha-nebeut a-feur ma paouez ar c'hef-dasson da zaskrenañ. Buan a-walc'h e c'hoarvez, setu e vez techet ar sonerien hag ar sonerezed da over tremoli, da lavaret eo pinsañ ur gordenn pe veur a-hini meur a wech buan-buan evit pa padfe un notenn pe ur c'hlotad (meur a notenn war un dro) ; aesaet e vez an ober a-drugarez d'ar c'herdin lakaet div-ha-div.

Evit ma c'hellfe ar vandolinenn bezañ klevet gwelloc'h en ul lez ez eus bet klasket amplaat ar son dre lakaat dassonerioù metalek er c'hef, pe dre vikrofonoù hag un amplaer, evel ma vez graet gant ar gitaroù.

Kentoniñ ha seniñ

kemmañ

Eizh kordenn dir a vez stegnet div-ha-div war an troad. En 12vet plezhell emañ an eizhvedell eus notenn-diazez pep kordenn.

Meur a zoare zo da gentoniñ ur vandolinenn, koulz hervez sevenadur ar vro hag hervez an ton a venner seniñ ; er sevenadurioù kornôgel e vez kentonet hervez ar skeulenn keidesaouek, ma vez rannet un eizhvedell etre 12 tonenn. Evel ur violin e vez kentonet ar vandolinenn peurliesañ.

Niverennet e vez ar c'herdin eus an hini skiltrañ ha moanañ d'an hini voutañ ha tevañ ; e kantvedennoù meutadoù emañ tevder pep kordenn ; 440 Hz eo an notenn La4 (A4)[5] roet gant ar bondoner europat, ha Do4 (C4) eo notenn greiz klavier ur piano.

Kordenn Tevder Notenn Frekañs (Hz)
1 .009 – .0115 Mi5 / E5 659,25
2
3 .014 – .016 La4 / A4 440,00
4
5 .022 – .026 Re4 / D4 293,66
6
7 .032 – .042 Sol3 / G3 659,25
8
 
Skalfad ur vandolinenn 14 plezhell dezhi (G3 – C6).
  • Boutoc'h eo skalfad ar gitar (E3 – F#5).


En arzoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) Richards, Tobe A.. The Mandolin Chord Bible. Cabot Books, 2007 (ISBN 978-1-906207-01-4)
  • (en) Sparks, Paul & Tyler, James. The Mandolin: Its Structure and Performance (Sixteenth to Twentieth Centuries). In : Performance Practice Review, levrenn 9, niv. 2, 1996 • Lenn en-linenn. Kavet : 26/01/2023.
  • (en) Sparks, Paul. The Classical Mandolin. Oxford : Oxford University Press, 2005 (ISBN 978-0-19-517337-6)

Notennoù

kemmañ
  1. Grand dictionnaire français-breton F. Vallée, 1931, p. 445a ; Dictionnaire breton-français Roparz Hemon, Skridoù Breizh, 1943, p. 280-b ; Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 886-a ; Dictionnaire français-breton M. Ménard, An Alarc'h, 2020, p. 820-b. Ar gerioù rebed-Napl ha ludig zo e geriadur F. Vallée ivez.
  2. Dictionnaire classique français-breton René Le Gléau, Al Liamm, 1989, p. 2194-b hag e Geriadur bihan ar sonerezh Perig Herbert & Jil Ewan, Hor Yezh, 1990, pp. 47 & 124.
  3. Sparks, 2005.
  4. Sparks, 1996.
  5. En notadur a vez implijet er broioù saozneger hag alamaneger : C = Do ; D = Re ; E = Mi ; F = Fa; Sol = G ; La = A ; B (en) ha H (de) = Si.