Cosimo il Vecchio
Cosimo de' Medici (pe Cosimo il Vecchio) a oa ganet d'ar 27 a viz Gwengolo 1389 e Firenze, ha marvet e Careggi d'ar 1añ a viz Eost 1464, a oa un arc'hanter (pe banker) ha politikour. Eñ an hini a savas an tiegezh Medici, a voe o ren e Firenze a-hed ar peurvuiañ eus an Azginivelezh italian. « Pater Patriae » (Tad ar vro) a vez graet anezhañ ivez.

E vuhezAozañ
Mab e oa da Giovanni di Bicci de' Medici ha da Piccarda Bueri, ha breur e oa da Lorenzo il Vecchio. Savet ha desket e voe gant Niccolò di Pietro ha Roberto de' Rossi. Yaouankik e krogas da labourat er Banco Medici a drugarez d'e dad, hag eno e teskas ar vicher arc'hantour.
Goude marv e dad en 1429 e savas a-enep d'an oligarkiezh o ren neuze e Firenze, ma edo ar galloud gant an Tiegezh Albizzi.
Kreskiñ a reas pouez Cosimo pa voe harzet en 1433, war urzh Rinaldo Albizzi. Bac'het e voe er Palazzo Vecchio ha harluet e-pad dek vloaz. Mont a reas da chom da Venezia, hep troc'hañ an darempredoù gant e harperien e Firenze .
Buhez tiegezhAozañ
War-dro 1414 e timezas da Contessina de' Bardi, a oa merc'h da Giovanni Conte di Vernio ha da Emilia Pannocchieschi dei Conti di Elci, ha daou vugel o doe:
- Piero il Gottoso (1416-1469), aotrou Firenze, tad da Lorenzo il Magnifico
- Giovanni di Cosimo de' Medici (1421-1453), marvet divugel.
Ur mab bastard en doe ivez, Carlo (1428/1430 war-dro 1492), digant ur sklavez tcherkes anvet Maddalena. Un den a iliz e voe hennezh, hag a yeas da gardinal.
KomzoùAozañ
« Gourc'hemennet ez eus deomp pardoniñ d'hon enebourien, met n'eus ket bet skrivet neblec'h e rankomp pardoniñ d'hor mignoned ». (Cosimo de Medici)(Daveoù a vank)