Giovanni di Cosimo de' Medici

Giovanni de' Medici (Firenze, 1421 – Firenze, 1463) a oa un arc'hantour italian, den desket ha gwarezer an arzourien da vare an Azginivelezh italian.

Giovanni di Cosimo de' Medici, e Bargello
Poltredet en un daolednn gant Sandro Botticelli.

E vuhez

kemmañ

Eil mab Cosimo il Vecchio ha Contessina de' Bardi e oa. Breur yaouankoc'h Piero il Gottoso e oa, met yac'hoc'h eget e vreur, skoet gant an urloù, e oa. Se zo kaoz e kave d'e dad en dije kemeret aferioù an tiegezh ha re kêr Firenze war e lerc'h, goude ma oa muioc'h troet e vab gant plijadurioù ar vuhez, ha re ar spered, eget gant dastum arc'hant.

Bihanik e oa pa voe skoliet en Arte del Cambio (1426) ha goude en Arte della Lana (1435). War-dro aferioù ar bank Medici e voe lakaet d'ober en 1438, ha ren a reas skourr Ferrara. Desket e oa war al lizhiri klasel ha troet kaer e oa gant ar sonerezh.

En 1447 e kenlabouras gant skol-veur Firenze. En 1454, e voe dilennet da briol ha bloaz goude, e 1455, edo e-touez ar gannaded a voe kaset da Roma da saludiñ ar pab nevez Kalist III. Er bloaz-se eo e teuas da vout rener meur ar bank Medici.

Dimeziñ a reas e miz Genver 1453 da Ginevra Alessandri, hag ur mab o doe, Cosimino, marvet en 1459 da eizh vloaz. Daou vastard en doe ivez, Francesco ha Giovanni, marvet yaouankik ivez.

E varv

kemmañ

Mervel a reas en 1463, da 42 vloaz, bloaz a-raok e dad. Kleñvedoù a oa en tiegezh a rumm da rumm, met marteze eo e vuhez bambocher an hini zo kaoz d'e varv abred.

Emañ e vez er Sagrestia Vecchia en iliz San Lorenzo Firenze, graet gant Andrea Verrocchio, e-kichen e vreur.


Gwarezer an arzoù

kemmañ
 
Adorazione dei Magi (1475), Uffizi.

Eñ eo ar roue yaouankañ a weler en Adorazione dei Magi gant Sandro Botticelli, e-kichen e vreur.