Piero di Cosimo de' Medici


Piero de' Medici, pe Piero Iañ de' Medici, pe Piero di Cosimo de' Medici, d'e zisheñvelout diouzh ar re all anvet eveltañ, lesanvet il Gottoso (an urlaoueg), a voe mestr Firenze e-pad pemp bloaz, eus 1464 betek 1469.

Piero di Cosimo de' Medici
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublik Firenze Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denPiero di Cosimo de' Medici Kemmañ
Anv-bihanPierre Kemmañ
Anv-familhMedici Kemmañ
AnvPierre de Médicis Kemmañ
Deiziad ganedigezh19 Gwe 1416 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFirenze Kemmañ
Deiziad ar marv2 Kzu 1469 Kemmañ
Lec'h ar marvFirenze Kemmañ
Lec'h douaridigezhSagrestia Vecchia Kemmañ
TadCosimo il Vecchio Kemmañ
MammContessina de' Bardi Kemmañ
Breur pe c'hoarCarlo di Cosimo de' Medici, Giovanni di Cosimo de' Medici Kemmañ
PriedLucrezia Tornabuoni Kemmañ
BugelNannina de' Medici, Lorenzo il Magnifico, Giuliano de' Medici, Maria di Piero de' Medici, Bianca de' Medici Kemmañ
KarFrancesco Tornabuoni Kemmañ
FamilhTiegezh Medici Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg Kemmañ
Micherbanker Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://books.google.de/books?id=0AKM3OgXtPIC&pg=PA232&lpg#v=onepage&q&f=false Kemmañ
Piero di Cosimo de' Medici

Mab e oa da Cosimo il Vecchio, lesanvet pater patriae, ha da g-Contessina de' Bardi. E 1461 e voe gonfalonier ar justis. Pa varvas Cosimo Iañ d'an 1 a viz Eost 1464 e kemeras e lec'h e penn kêr Firenze hag e kendalc'has gant ur politikerezh dimeziñ e vugale da diegezhioù uhel Firenze. Tad e oa da deir merc'h, Lucrezia, ..., ha daou vab, Lorenzo il Magnifico ha Giuliano de' Medici.

Klask a reas kaout darempredoù mat gant ar roue gall Loeiz XI, ar pab Paol II, ha gant duged Milano: Francesco Sforza (a varvas e Meurzh 1466), ha Galeazzo-Maria Sforza a renas war e lerc'h.

Irienn 1466

kemmañ

Droug ouzh an Tiegezh Medici a greskas e-touez an tiegezhioù uhel all a oa bet lakaet a gostez en amzer e dad Cosimo. Kresket e oa c'hoazh pa zivizas Piero goulenn paeamant o dle d'ar bank Medici. En em unaniñ a reas enebourien ar Medici da irienniñ a-enep Piero : Niccolo Soderini, a oa republikan, Diotisalvi Neroni, Angelo Acciaiuoli, ha Luca Pitti, a oa rener anezho, dre zipit pe c'hoant-galloud. Int-i e oa kostezenn an dorgenn, (war dorgenn San Giorgio Medici edo ar palez Pitti).


E vugale

kemmañ
Anv Ganet Marv Notennoù
Bianca 1445 1505 Dimezet da Guglielmo de' Pazzi
Lucrezia detta Nannina 1448 1493 Dimezet da Bernardo Rucellai
Lorenzo lesanvet “il Magnifico 1449 1492 Aotrou Firenze, dimezet da Clarice Orsini
Giuliano 1453 1478 Muntret e-kerzh Irienn ar Re Pazzi. Ur mab en doe gant Fioretta Gorini hag a voe anvet da bab, Klemez VII.
Maria 1455 1479 Dimezet da Leonetto de' Rossi
Ur mab Dianav e anv ha deiz e c'hanedigezh, marvet en bugel
Ur mab all Dianav e anv ha deiz e c'hanedigezh, marvet en bugel
Giovanni Mab bastard, a zimezas da Luigia di Giovanni de' Medici

Liammoù

kemmañ