Nannina de' Medici (Lucrezia hec'h anv-badez), ganet e Firenze d'ar 14 a viz C'hwevrer 1448 ha marvet d'ar 14 a viz Mae 1493), a oa ur briñsez italian, eil merc'h Piero di Cosimo de' Medici ha Lucrezia Tornabuoni ha c'hoar henañ Lorenzo il Magnifico.

Nannina de' Medici e vije an ael o terc'hel ar gurunenn en tu dehoù, en daolenn Madonna del Magnificat (1481), livet gant Sandro Botticelli, Uffizi, Firenze.
Teir c'hoar Lorenzo de' Medici gant Benozzo Gozzoli, Cappella dei Magi, Palazzo Medici Riccardi e Firenze. Nannina e vije an hini a-drek, en tu kleiz.

Nannina a veze graet anezhi abalamour ma oa lesanv he mamm-guñv Piccarda Bueri.

Daou boltred da vihanañ anezhi en-yaouank a zo anavet :

Evel he breudeur Lorenzo ha Giuliano, hag he c'hoarezed, he doe un deskadurezh eus ar re wellañ. Gant brud an tiegezh hag an deskadurezh vat-se e reas un dimeziñ eus ar gwellañ.

Eured ha bugale

kemmañ

D'an 8 a viz Mezheven 1466 ec'h euredas d'al lenneg Bernardo Rucellai, un eured lidet el Loggia Rucellai, bet savet diwar raktresoù Leon Battista Alberti, ha banvezioù e-leizh, ha boued sof-kont, hervez danevelloù pishañ an amzer deuet betek ennomp. Gant he fried e prenas an Orti Oricellari, ul liorzh brudet ma en em vode an Accademia neoplatonica.

Daou vab he doe, Palla ha Giovanni.

Levrlennadur

kemmañ
  • Marcello Vannucci, Le donne di casa Medici, Newton Compton Editori, Roma 1999, ristampato nel 2006 ISBN 8854105260

Pennad kar

kemmañ