Lucrezia Tornabuoni

Lucrezia Tornabuoni a oa ganet e Firenze en 1427 ha marvet d'an 28 a viz Meurzh 1482, a oa pried Piero di Cosimo de' Medici, ha mamm Lorenzo de' Medici. Dre ma oa merc'h da Francesco Tornabuoni, un ozhac'h a ouenn uhel e Firenze, e roas tro d'an tiegezh Medici da dostaat ouzh an noblañs.

Lucrezia Tornabuoni
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublik Firenze Kemmañ
Anv-bihanLukrécia Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Mez 1427 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFirenze Kemmañ
Deiziad ar marv28 Meu 1482 Kemmañ
Lec'h ar marvFirenze Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilica of San Lorenzo Kemmañ
TadFrancesco Tornabuoni Kemmañ
MammNanna di Niccolo di Luigi Guicciardini Kemmañ
Breur pe c'hoarGiovanni Tornabuoni Kemmañ
PriedPiero di Cosimo de' Medici Kemmañ
BugelNannina de' Medici, Lorenzo il Magnifico, Giuliano de' Medici, Maria di Piero de' Medici, Bianca de' Medici Kemmañ
FamilhHouse of Tornabuoni Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg Kemmañ
Micherbarzh, skrivagner Kemmañ
Lec'h annezFirenze Kemmañ
Poltred Lucrezia Tornabuoni, a greder emañ diwar zorn Domenico Ghirlandaio, National Gallery Washington D.C..
Domenico Ghirlandaio, teir itron, munud eus Ganidigezh ar Badezour , Cappella Tornabuoni, Santa Maria Novella, Firenze (Lucrezia, c'hoar da Giovanni Tornabuoni, eo ar goshañ en tu dehoù).

Barzhez italianek e oa ivez. Mignonez e oa da dud evel Luigi Pulci pe Agnolo Poliziano.

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

Dimeziñ a reas da Biero, mab da Cosimo de' Medici, e 1444, un den nav bloaz koshoc'h egeti, speredek ha troet gant an arzoù hag ar sevenadur. An tiegezh Tornabuoni en doa harpet Cosimo da zistreiñ da Firenze eus e harlu, hag un arouez eus an emglev etre an daou diegezh e oa an dimeziñ-se.

Anv Manet Marvet Notenn
Bianca 1445 1505 Dimezet da Guglielmo de' Pazzi
Lucrezia detta Nannina 1448 1493 Dimezet da Bernardo Rucellai
Lorenzo lesanvet “il Magnifico 1449 1492 Aotrou Firenze, dimezet da Clarice Orsini
Giuliano 1453 1478 Muntret e-kerzh Irienn ar Re Pazzi. Ur mab en doe gant Fioretta Gorini hag a voe anvet da bab, Klemañs VII
Maria 1455 1479 Dimezet da Leonetto de' Rossi
Ur mab Dianav e anv ha deiz e c'hanedigezh, marvet en bugel
Ur mab all Dianav e anv ha deiz e c'hanedigezh, marvet en bugel
Giovanni Mab bastard, a zimezas da Luigia di Giovanni de' Medici