Piccarda Bueri, lesanvet Nannina, a oa ur vaouez a renk uhel ha pinvidik eus Verona a zimezas da Giovanni di Bicci de' Medici, arc'hantour e Firenze (1360-1429). Mervel a eure-hi en 1432.

Bez Giovanni di Bicci de' Medici hag e bried Piccarda Bueri.

He buhez

kemmañ

N'ouzer nemet nebeut a dra diwar he fenn. Merc'h e oa da Edoardo Bueri, eus Verona, a oa e diegezh a orin eus Firenze. Dimeziñ a eure d'an arc'hantour yaouank Giovanni di Bicci de' Medici e 1386, a oa implijad en arc'hantti e eontr Averardo de' Medici. Un tamm goude e voe anvet Giovanni e penn skourr Roma. Gant e zimeziñ hag an argouroù edo Giovanni war hent ar binvidigezh.

Bevañ a raent en ur palez damdost d'an Duomo di Firenze, er straed Ricasoli. Piccarda a rae war-dro he ziegezh, hag an aferioù e Firenze pa veze he gwaz war an hentoù. Plediñ gant politikerezh avat ne rae ket, ne oa ket preder kentañ an tiegezh evit c'hoazh.

Bugale

kemmañ

Mamm e oa da:

  1. Antonio de' Medici (??-1398)
  2. Damiano de' Medici (??-1390)
  3. Cosimo de' Medici, anavezetoc'h evel Cosimo il Vecchio, (1389-1464) e penn ar skourr anvet cafaggiolo, tad-kozh Lorenzo il Magnifico
  4. Lorenzo di Giovanni de' Medici anvet ivez Lorenzo il Vecchio (1395-1440), orin ar skourr anvet popolano