An tempera (tempera all'uovo hervez an anv rik en italianeg) eo an doare da livañ muiañ implijet a viskoazh, abaoe liverezh Egipt, livourien skeudennoù Bizantion, re Europa er Grennamzer. Ober a reer gant melen-vi da liammañ ar pigmantoù.

Ar Mizantrop, tempera war goad, Pieter Brueghel gozh, 1568

Evel-se e reer da livañ war ar plastr, pe war daolennoù koad. A-wechoù e veze lakaet mel e-lec'h gwenn vi, pe laezh, pe traoù all c'hoazh. Da neuze e komzer ivez eus tremplivadur. Er XVvet kantved e veze graet kemend-all war lien ivez.

Pa veze kel a livañ war un daolenn goad pe ur voger e veze graet gant un indu kleiz pe plastr ennañ.