Stonewall Jackson
Thomas Jonathan "Stonewall" Jackson, ganet d'an 21 a viz Genver 1824 hag aet da Anaon d'an 10 a viz Mae 1863, a oa un jeneral kengevreet (1861–1863) e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Chomet eo unan eus ar jeneraled brudetañ e tu ar re gengevreet goude ar jeneral Robert E. Lee. Jackson zo bet un ofisour a bouez en emgannoù garv Talbenn Reter ar brezel diabarzh betek e varv. Ur roll bras en deus bet ivez evit kalz trec'hioù, alies a-enep nerzhioù kalz niverusoc'h ha galloudusoc'h.
Evit an istorourien vilourel, Jackson zo gwelet evel unan eus gwellañ jeneraled istor Stadoù-Unanet Amerika. Kadoniezhoù ar jeneral zo studiet hiziv-an-deiz c'hoazh. Pa varvas e voe skoet da vat tu ar re gengevreet, n'eo ket hepken war an dachenn vilourel met ivez a-fed kalon evit e lu hag evit ar bobl. Goude marv Jackson, e drec'hioù a oa deuet da vezañ ur gwir vojenn. Ha goude e oa deuet da vezañ un elfenn a bouez en ideologiezh al "Lost Cause".