Lost Cause of the Confederacy
Lost Cause of the Confederacy pe Lost Cause a vez graet eus un hollad kredennoù pe obererezhioù a oa gant an dud wenn eus Su ar Stadoù Unanet e fin an 19vet ha penn-kentañ an 20vet kantved evit meuliñ stourm ar Su. Ar c'hredennoù-se a ziskrive stourm ar C'hengevread evel unan kalonek hag harozel en desped d'ar mank a spi en trec'h ha da vezañ kollet ar brezel.

Al Lost Cause a zo un doare meulgan d'ar su a-raok ar brezel, ma kinniger ar brezel diabarzh evel ur stourm enorus da zifenn doareoù-bevañ ar su. Lakaet e vez a-gostez pe bihanaet roll diazez ar sklaverezh er gevredigezh a-raok ar brezel. Dre ma ne veze ket kontet an doare-se da welet an traoù en norzh, ul lodenn eus ar selloù-se a erruas memestra etrezek istor ofisiel ar brezel hag a roas harp d'an adunvaniñ etre an Amerikaned wenn goude ar brezel diabarzh drastus.
Lost Cause er monumantoùAozañ
Un delwenn arem o taolenniñ un ahel gant ur c'hleze hag ur skourr palmez e Sam Houston Park. Savet e oa bet e 1908 gant an United Daughters of the Confederacy. Ur blakenn zo o tisklêriañ "D'an holl harozed eus ar Su a stourmas evit pennaennoù gwirioù o Stadoù."
Bez JEB Stuart gant bannieloù ar Su
1865, diskouezadenn monumant Bull Run
Ar Southern Cross of Honor eus an United Daughters of the Confederacy war ur monumant
Confederate Memorial Day en Arlington National Cemetery e 2014]]