Lionel Messi

Lionel Andrés Messi Cuccittini (berraet a-wechoù e Leo Messi), bet ganet d'ar 24 a viz Mezheven 1987 e Rosario (Arc'hantina), a zo ur melldroader lakaet da vezañ unan eus ar re wellañ eus e remziad.

Lionel Messi e 2018 an Arc'hantina

Errout a ra Lionel Messi e Barcelona da 13 bloaz evel melldroader junior eus kreiz Arc'hantina lec'h ma oa bet diagnostiket dezhañ ur c'hleñved hormonel pa oa bugel. Tremen a ra tost holl e red-micher c'hoarier evel argader e skipailh Futbol Club Barcelona adalek ar bloaz-mañ ha betek 2021. Kabiten skipailh broadel Arc'hantina eo ivez. C'hoari a ra er Paris Saint-Germain bremañ. C'hoarier pourchas ha klok, en deus gounezet kalz titloù ha prizioù, lod anezho meur a wech : Mell aour, Botez aour, kampion kampionat mell-droad Bro-Spagn, Kib mell-droad Bro-Spagn, Kevre Kampioned an UEFA ha Copa América, medalenn aour C'hoarioù Olimpek hañv 2008, ha beskampion Kib vell-droad ar bed ar C'HEFA.

Un den brudet dreist d'ar sport eo Lionel Messi. Unan eus an daou vell-droader o deus gounezet ouzhpenn ur miliard dollar eo. Sponsoret eo gant Adidas abaoe 2006. Ar melldroader kentañ eo a zo bet war golo ar gelaouenn stadunanat Time. Kannadour an UNICEF eo peogwir en deus savet un diazezadur evit sikour ar vugale pa oa 20 vloaz.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.