Digeriñ al lañser pennañ

Asaph, pe Asa, a oa ur sant brezhon, en hanternoz Kembre ar VIvet kantved, hag eil eskob Llanelwy war-lerc'h Kentigern.

IstorAozañ

N'eus bet savet buhezskrid ebet dezhañ. Met kaoz zo anezhañ e buhezskrid Sant Kentigern, eskob ha sant meur Glasc'ho, un danevell savet gant Jocelyn of Furness.

Hervez Bonedd y Saint e oa mab da Sawyl Penuchel, roue Rouantelezh Ar Pek en Hanternoz Kozh. Bugel e oa c'hoazh pa voe rediet da dec'hout eus e vro gant e dad.

El lec'hanvadurezh e kaver roud eus e wezenn-onn, e iliz, e feunteun, e draonienn, Onnen Asa, Ffynnon Asa, Llanasa, Pantasa, lec'hioù nepell diouzh Holywell e Tegeingl (Sir y Fflint). Kement-se a ziskouezfe e oa peniti ar sant en ardremez.

Mont a reas da-heul Sant Kentigern (Cyndeyrn e kembraeg, pe Mungo e brezhoneg Strat Clut) ha goude-se da eskob Llanelwy pa zistroas Kentigern da Strat Clut, goude emgann Arfderydd, e 573, hervez ar buhezskrid.

Diazezet en doa manati Llanasa e Powys hag ennañ e varvas e 601.

KehelerezhAozañ

Enoret e vez d'ar 1añ a viz Mae.

Lec'hanvadurezhAozañ

Lavaret ez eus bet e oa e anv en anv Plouha (Plou-Asa?), met n'eus na prouenn nag emglev war gement-se. Straedoù en e anv avat zo e meur a lec'h:

LennadurezhAozañ