Kentigern (sant)
Kentigern, anavezetoc'h e Bro-Skos evel Mungo, a oa ur sant brezhon e rouantelezh vrezhon Strat Clut, en Hanternoz kozh, er VIvet kantved. Anvet e oa Cantigernus e latin ivez, ha Cyndeyrn Garthwys a vez graet anezhañ e kembraeg. Gantañ e voe krouet kêr hag eskopti Glasc'ho.
Anv
kemmañSavet eo e anv Kentigern diwar ar gwriziennoù "kent" ha "tigern", da lavarout eo "kentañ tiern". Evit 'Garthwys' avat n'haller ket displegañ. Un anv brezhoneg (pe predeneg) eo Mungo ivez, eus my-nghu (mo-chohe e gouezeleg), da lavarout eo 'karedig'. E Bromfield, Cumbria ez eus un iliz kozh en e anv, evel un toullad all en hanternoz Cumbria a vremañ.
Buhezskrid
kemmañUr buhezskrid a voe savet dezhañ gant ar manac'h Jocelin of Furness war-dro 1185. Lavarout a ra ar manac'h ec'h adskrivas ar vuhez diwar ur vojenn eus Glasc'ho hag un dihell gozh e gouezeleg.
E vuhez hervez ar vojenn
kemmañMamm Mungo, Thenaw hec'h anv, anavezet ivez evel Santez Thaney, a oa merc'h d'ar roue brezhon Lot, pe Lleuddun (Leudonus e latin), a renas e kornad Haddington, e Bro-Skos hiziv, met e rouantelezh Gododdin da neuze, en Hanternoz Kozh Brezhoned Enez Vreizh.
Lubanet e vije bet gant Owain mab Urien, mab roue Rheged, ha brazezet gantañ, hervez an dornskrid er British Library. Droug a savas en he zad a daolas e verc'h diwar-lein mogerioù e gastell e Traprain Law. Ne voe ket lazhet avat, ha dilezet e voe en ur vagig (coracle) a gasas anezhi a-hed ar stêr Forth betek Culross e Fife. Eno e voe ganet Mungo vihan.
Desavet e voe Mungo gant Sant Serf a oa oc'h avielañ ar Bikted er rannvro-se. Serf an hini a roas dezhañ e anv moumoun, Mungo. Pa voe pemp bloaz warn-ugent e krogas Mungo da avielañ war lez ar stêr Clyde, e-lec'h ma vo savet kêr Glasc'ho.
Degouezhet e oa ar relijion gristen er vro gant Sant Ninian. Diskibion en doe, hag aozet e voe e velegiñ gant un eskob iwerzhonat. Sevl a reas e iliz e kember ar stêr Clyde hag ar Molendinar Burn, e-lec'h m'emañ an iliz-veur grennamzerel hiziv. E-pad trizek vloaz e labouras er c'hornad, treut ar peuriñ gantañ, toenn ul lochig hepken a-us d'e benn, hogen diskibion e-leizh dezhañ, goude gwelout e skouer ha selaou e gomzoù.
En amzer-se e oa enebiezh ruz e Strat Clut ouzh ar gristenien, hag ur roue Morken a reas da Mungo kuitaat ar vro, ha mont da repuiñ da Gembre. Trement a reas dre Cumbria (pe Rheged?) ha mont da-gaout Dewi, da d-Tyddewi ma chomas ur pennad. Ac'haleno ez eas war-zu an hanternoz betek Rouantelezh Gwynedd ma tiazezas iliz-veur Sant Asaph e Llanelwy.
Prest e oa da vont da Roma d'ober un dro-birc'hirinañ, met kemm a oa e Strat Clut, ur roue nevez a oa Rhydderch Hael, ha pediñ a rae Kentigern da zistreiñ. Mont a reas eta, goude envel Asaph da eskob Llanelwy en e lec'h.
E-pad un toullad bloavezhioù edo kador eskob Mungo e Hoddom en Dumfriesshire, hag ac'haleno ec'h avielas distrig Galloway. Distreiñ a reas da Glasgow ma vodas kalzig a dud, hag anavezet oant evel Clas-gu (hag a dalv kement ha 'tiegezh karet'). Tostik aleno, e Kilmacolm, e voe gweladennet gant Sant Columba, a oa e Strathtay da neuze. An daou sant a en em vriatas, a reas kaoz hir, hag a eskemmas o bizhier-eskibien Pa voe deuet kozh e oa kabac'h Mungo hag e c'hroñj a ranke bezañ dalc'hetgant un tamm lien. Hervez a voe kontet e varvas a-greiz kibellat d'an 13 a viz Genver.
Burzhudoù
kemmañHervez 'Buhez Sant Mungo' e reas pevar burzhud e Glasc'ho. Sed a vez lavaret evit derc'hel soñj anezho:
- Here is the bird that never flew
- Here is the tree that never grew
- Here is the bell that never rang
- Here is the fish that never swam
- Sed an evn ha nepred ne nijas
- Sed ar wezenn ha nepred ne greskas
- Sed ar c'hloc'h ha nepred ne sonas
- Sed ar pesk ha nepred ne neuias
Dave a ra ar gwerzennoù d'an darvoudoù-mañ:
- An evn — Mungo a roas buhez en-dro da boc'hruzig Sant Serf, a oa bet lazhet gant bugale all eus e glas evit ma vije tamallet da Gentigern.
- Ar wezenn — Mungo a oa bet fiziet ennañ diwall an tan e manati Sant Serf. Menel a reas kousket ha mervel a reas an tan. Kemer a reas brankoù eus ur wezenn ha c'hwezhañ an tan.
- Ar c'hloc'h — Mungo a vije bet e Roma ha degaset ur c'hloc'h ac'haleno gantañ. A-hervez e vije bet implijet en oferinier hag obidoù.
Kehelerezh
kemmañWar vez Mungo eo bet savet iliz-veur Glasc'ho. Betek ar C'hempenn Relijiel e terede pirc'hirined da bediñ ar sant, a oa e relegoù er c'hev-iliz.
En deskadurezh
kemmañMungo, pe Kentigern, zo anv div skol en Auckland, e Zeland Nevez.
- Saint Kentigern College, e karter Pakuranga,
- Saint Kentigern School, e karter Remuera
Menegoù el lennegezh
kemmañ- J.K. Rowling a ra anv eus ur St Mungo's Hospital evit ar c'hleñvedoù hud e levrioù Harry Potter, un arouez eus hec'h orin skos.
Levrlennadur
kemmañ- Sabine Baring-Gould & John Fisher. (1907). Lives of the British Saints.
- Chrétien de Troyes; Burton Raffel (1987). Yvain, the Knight of the Lion. Yale University Press.
- A. W. Wade-Evans. (1934). Welsh Christian Origins.
- John J. Delaney. (1983). Pocket Dictionary of Saints. Image Books.
- D. O. Hunter-Blair. (1910). Catholic Encyclopedia: St. Kentigern.
- Nigel Tranter. (1993). Druid Sacrifice. Hodder & Stoughton.
- Chris Lowe. (1999). Angels, Fools and Tyrants. Canongate Books & Historic Scotland.
- Elizabeth Rees. (2000). Celtic Saints: Passionate Wanderers. Thames & Hudson.
- The Catholic Encyclopedia - St. Kentigern (Mungo)
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ