Irish Republican Army

(Adkaset eus IRA)

An Irish Republican Army (Lu Republikan Iwerzhon) pe Óglaigh na hÉireann en iwerzhoneg, a-wechoù anvet Old IRA (IRA kozh), a zo un anv implijet gant kalz a gevredigezhioù stourm milourel disheñvel en Iwerzhon. An IRA a oa ur gevredigezh dispac'hel milourel adaozet gant izili eus an Irish Volunteers e 1919 gant an Dáil Éireann evel arme ofisiel republik Iwerzhon. Krouet eo bet an arme en un doare arouezel e-pad emsavadeg Pask e 1916. Memes voe kenaozet evit gwir nemet diwezhatoc'h gant an Dáil. En iwerzhoneg ez eo anvet Óglaigh na hÉireann.

Irish Republican Army
aozadur damsoudardel
Deiziad krouiñ1917 Kemmañ
Anv er yezh a orinÓglaigh na hÉireann, Irish Republican Army Kemmañ
Brezelbrezel dizalc'hidigezh Iwerzhon Kemmañ
Sez sokialDulenn Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://cain.ulster.ac.uk/othelem/organ/iorgan.htm Kemmañ
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
"Flying column" an IRA e-pad brezel dizalc'hidigezh ar vro
Skrid an Emglev Iwerzhonat-Saoz

Petra bennak ma'z eo bet adkemeret an anv gant un niver bras a gevredigezhioù milourel, ne vez ket anzavet ar memes statud eget hini en oa e-pad ar bloavezhioù 20 en Iwerzhon. Goude sinadeg ar feur-emglev etre Republik Iwerzhon hag ar Rouantelezh-Unanet e 1921, an izili eus an IRA hag a oa a-du gant ar feur-skrid en em ouestlas e-barzh an arme broadel, an National Army, nevez krouet gant Michael Collins, penn an IRA.

Darn izili an IRA a oa enebet d'an emglev. An IRA enep feur-emglev a oa bet o emsevel a-enep lu ar Stad nevez savet ar Free State Army. Ur brezel diabarzh e voe neuze etre 1922 ha 1923, ar pal a oa evit an IRA da grouiñ ur republik iwerzhonat gant tiriad an enezenn a-bezh ha dieub ouzh Bro-Saoz. Kollet e oa bet ar brezel diabarzh gant ar re enep feur-emglev. En desped da-se ar strollad a oa chomet bev met kuzh o soñjal un deiz da ziskar gouarnamant Republik Iwerzhon kement hag hini Norzhiwerzhon o vont betek penn gant Disklêriadur ar Republik e 1916.

An Irish Volunteers, krouet e 1913, en doa kemeret e perzh en Emsavadeg Pask 1916. Pal an emsavadeg a oa da echuiñ gant galloud Bro-Saoz war enezenn Iwerzhon. C'hwitet e oa bet an emsavadeg, milieroù a izili Volunteers a oa bet toullbac'het pe lakaet e kampoù, riset e oa bet an aozadur Irish Volunteers a-benn neuze. Adsavet hag adurzhiet e oa bet e 1917 gant ar brizonidi o vezañ dieubet goustadik. E-pad emvod al lu e Dulenn e miz Here 1917, Éamon de Valera a oa bet dilennet da brezidant, Michael Collins evel rener ar pourveziñ ha Cathal Brugha evel degemenner an izili, en gwirionez e oa neuze penn an obererezhioù brezel.

En gwirionez an IRA a oa dindan urzhioù Collins, gant Richard Mulcahy evel eil penn d'an aozadur. An daouad a oa deuet a-benn da reiñ an urzhioù da unvezioù guerrilla an IRA dre ar vro. Deuet e oant a-benn ivez da zafariñ hag aozañ Iwerzhon hervez ur strategiezh milourel rakwelet. Diaes e oa memestra dezho da vezañ gwir pennoù brezel her maez eus lec'hioù resis evel Dulenn dre an doare brezel a oa gant an IRA. Pennoù lec'hel an aozadur evel Tom Barry, Liam Lynch evit Cork pe Seán Mac Eoin evit Longford a oa dishual a-walc'h war an doare brezeliñ ha petra tagañ ha peur.

 
Prizonidi eus an Irish Republican Army enebet d'an emglev gant Bro-Saoz ambrouget gant soudarded an National Army, diaz al lu nevez a oa ez tud eus an IRA ivez.

An IRA a embanne kaout un hollad a 70 000 soudard, en gwirionez e oa d'an uhelañ e-tro 3000 anezho o stourm a-enep nerzhioù lu Bro-Saoz. An IRA n'en doa ket fiziañ en iwerzhoniz bet o stourm er British Army e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Ar re-se a oa gwelet evel flatrerien posubl. Un nebeud anezho a voe degemeret memestra o tizhout postoù uhel evel Emmet Dalton, Tom Barry ha Martin Doyle. AN IRA en devoa rannet e izili e tri skourr, anvet "unreliable", "reliable" hag "active". Ar re "unreliable" a oa izili an eus an IRA, met na raent ket kalz traoù e-pad ar brezel dieubidigezh. Ar re "reliable" o devoa sikouret mod pe vod e-pad ar brezel, raloc'h o devoa stourmet gant armoù. Ar re "active" a oa ar re engouestlet o holl amzer en aozadur hag er stouramdennoù lies men. E-touezh brigadennoù an IRA ne oa nemet un drederenn anezho hag a oa lakaet da dalvezout evel "reliable". Evit ar re lakaet war-raok evel "oberiant" e oa c'hoazh izeloc'h.

Darn izili oberiant an IRA a oa kelennerien; studierien medisined; saverien botoù; artizaned evel al livourien, kalvezerien, mañsonerien, labourerien an dienn. Evit an istorour kanadian Peter Hart e oa "...the guerrillas were disproportionately skilled, trained and urban".