Theodosius Iañ
Flavius Theodosius (ganet e Cauca, Coca hiziv an deiz, Spagn), d'an 11 a viz Genver 347- marvet e Milano, d'ar 17 a viz Genver, 395), anvet ivez Theodosius Iañ pe Theodosius Veur, a oa un impalaer roman ha rener diwezhañ an impalaeriezh unvan, rak gantañ e voe rannet e c'halloud impalaerel etre e zaou vab, Honorius hag Arcadius. Gantañ ivez e oa bet divizet e 385 lakaat ar Gristeniezh da relijion ofisiel an Impalaeriezh gant Embann Theodosius.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Henroma |
Anv e yezh-vamm an den | Flavius Theodosius, Flavius Theodosius Augustus |
Anv ganedigezh | Theodosius |
Titl noblañs | impalaer roman |
Anv ofisiel | Θεοδόσιος Α΄, Flavius Theodosius Augustus |
Moranv | Theodosius the Great |
Deiziad ganedigezh | 11 Gen 347 |
Lec'h ganedigezh | Coca, Italica |
Deiziad ar marv | 17 Gen 395 |
Lec'h ar marv | Milano |
Doare mervel | abeg naturel |
Lec'h douaridigezh | Church of the Holy Apostles, Kergustentin |
Tad | Flavius Theodosius |
Mamm | Thermantia |
Breur pe c'hoar | Honorius |
Pried | Aelia Flaccilla, Flavia Galla |
Bugel | Galla Placidia, Flavius Honorius, Arcadius, Pulcheria Teodosia, Gratianus |
Kar | Serena |
Familh | Tierniezh Teodosius, Valentinianic dynasty |
Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
Micher | politiker |
Karg | impalaer roman, senedour roman, impalaer bizantat, konsul |
Stad ar c'hanonizasion | sant |
Gouel | 17 Genver |
Prantad | Low Roman Empire, Byzantine Egypt |
E vuhez
kemmañMab e oa d'ar jeneral Theodosius an Henañ, a vrezelias, dindan Valentinian Iañ hag a voe kaset e 368 da lakaat an urzh roman en-dro en Enez Vreizh, hag e 369 a-enep d'ar C'hermaned en Izelvroioù. Goude se e reas brezel a-enep d'an Alemanned e Rhaetia hag a-enep ar Sarmated e Pannonia. Etre 373 ha 375 a-enep meuriadoù an dezerzh en Afrika. Met dibennet eo bet war urzh an impalaer yaouank Gratianus, mab da Valentinian Iañ, e 376.
Heuliañ a ra e dad en e vrezelioù. Dux Moesia e voe adalek penn kentañ 374, ha trec'h e voe war ar Sarmated e miz Here. Pa voe lazhet e dad dre urzh Gratianus er bloavezh 376, e roas e zilez diouzh an arme, hag ez eas en-dro war e leve da Gauca.
Met goude gwallreuz Andrinopl, d'ar yaou 9 a viz Eost 378, Gratianus a glaskas un impalaer nevez all evit ar Reter hag evit adlakaat an urzh roman war an Danav. Soñjal a reas en Antonius, prefed ar pretordi, ha tad Aelia Flacilla, hag en doa aliet Gratianus da gemer Theodosius ar Yaouank.
Savet e voe neuze Theodosius da gentañ, da welout, magister equitum / komandant marc'hegiezh / penn dragon. Savet goude da aogust (= impalaer) evit ar Reter, e Sirmium, d'ar merc'her 16 Genver 379. Dies imperii (= anavezet gant ar Sened) : d'ar sadorn 19 Genver 379.
Dimezioù ha bugale
kemmañE penn diwezhañ 376 e timezas da Aelia Flaccilla, brudet da vezañ ur plac'h brav-kenañ, ha bugale o doe:
Mont a reas Aelia Flaccilla da Anaon e diskar-amzer ar bloaz 386.
Addimeziñ a reas da Flavia Galla, c'hoar an impalaer Valentinian II (371-392), a varvas er gwilioud e penn kentañ miz Mae 394.
Levrlennadur
kemmañ- François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 1994
Gwelet ivez
kemmañAn Impalaerien roman | ||
Tierniezh Teodosius | ||
En e raok : Valentinian II (375 - 392) |
Teodosius Iañ (378 - 395) |
War e lerc'h : Honorius, er C'hornôg Arcadius, er Reter |
Heuliad Henroma |