Ur pennad Aelia zo ivez.

Aelia Flavia Flaccilla (356 - 385 pe 386), genidik eus Hispania, a voe pried kentañ an impalaer roman Teodosius Iañ, eus Hispania ivez, hag anvet e voe da augusta, hervez a ziskouez ar pezhioù moneiz en hec'h anv. Kaoz anezhi zo gant ar barzh Claudius Claudianus (c. 370 - 404) en e varzhoneg Laus Serenae (gwerzhenn 50) en e zastumad Carmina minora[1],

Aelia Flacilla
Aelia Flaccilla, war pezhioù moneiz.

He buhez

kemmañ

Tud eus noblañs uhel hag a orin roman e oa he zud. Ur breur dezhi a oa konsul e 382 : arvar avat zo war e anv : Flavius Claudius Antonius pe Flavius Afranius Syagrius (hervez Christian Settipani, 1991). Un niz dezhi, Nebridius, a oa mab d'ur c'hoar dezhi, hag a zimezas da Salvina, a oa merc'h da Gildon.

War-dro 376 e timezas da Teodosius, a oa mab d'ar jeneral Theodosius an Henañ, a voe kaset kuit eus kêr Roma hag a rankas distreiñ da Hispania, da gCauca (a zo Coca hiziv e proviñs Segovia) , e gwalarn proviñs roman Gallaecia. N'ouzer ket perak e voe lakaet Theodosius an Henañ d'ar marv e Kartada. Met e 379 e voe anvet e vab Teodosius da augustus gant an impalaer Gratianus, ha karget e voe d'ober war-dro lodenn reter an impalaeriezh.

Tri bugel he doe: Arcadius (377-408), Honorius (384-423) hag ur verc'h, Pulcheria, marvet en bugel.

Kristenez deol e oa, ha mirout a reas ouzh he frired Teodosius da vont da gomz ouzh an arian Eunomius. Meuleudi a voe kanet dezhi gant Ambroaz Milano, eskob Milano, ha Gregorius Nissa, a reas prezegenn hec'h obidoù e Konstantinopolis.

Mont a reas da Anaon e-kerzh an diskar-amzer e 386, goude bezañ kollet ur verc'h, Pulcheria, nebeut amzer a-raok.


Notenn

kemmañ
  1. (la) Poesia latina