Croes Eliseg
Croes Eliseg pe Colofn Eliseg zo ur golonenn e Kembre, savet e koun roue Powys Elisedd ap Gwylog, marvet e 755, gant e vab.
Nepell diouzh Croes Eliseg emañ Abati Glyn y Groes, e-kichen Llangollen, e Sir Ddinbych. Krediñ a reer e voe graet ur fazi gant ar c'hizeller a skrivas "Eliseg" e-lec'h "Elisedd".
Ar skrid
kemmañE c'hourvab, Cyngen ap Cadell a savas ur peul evel maen-koun dezhañ nepell diouzh al lec'h m'emañ abati Glyn y Groes (Valle Crucis) krouet diwezhatoc'h. Ober a reer Peul Eliseg anezhañ, hogen ar meneg Eliseg a lenner war ar peul a rank bezañ ur fazi a-berzh bener an enskrivadur.
An enskrivadur latin war ar peul a zo bremañ diaes-kenañ da lenn, met evit doare e oa sklaeroc'h da vare Edward Lhuyd en adskrivas. Evel-henn emañ troidigezh al lodenn a denn da Elisedd :
Sed ar skrid:
- + Concenn fab Catell, Catell fab Brochmail, Brochmail fab Eliseg, Eliseg fab Guoillauc.
- + A'r Concenn hwnnw, gor-ŵyr Eliseg, a gododd y maen yma ar gyfer ei hen daid Eliseg.
- + Yr Eliseg hwnnw a gasglodd ynghyd etifeddiaeth Powys . . . allan o afael yr Eingl â'i gleddyf ac â thân.
- + Pwy bynnag sy'n ailadrodd yr arysgrif yma, rhoed fendith ar enaid Eliseg.
Sed an droidigezh:
- + Concenn mab Catell, Catell mab Brochmail, Brochmail mab Eliseg, Eliseg mab Guoillauc.
- + Hag ar Concenn-mañ, gourvab Eliseg, a savas ar maen-mañ evit e gourdad-kozh Eliseg.
- + An hevelep Eliseg, a juntas kevret hêrezh Powys . . . er-maez galloud an Angled war-bouez e gleze ha dre an tan.
- + Nep piv bennak a adlavar ar pozioù, ra vennigo ene Eliseg.
Ar gevredigezh Cadw a ra war-dro ar monumant bremañ.
Distruj
kemmañTaolet e voe ar peulvan d'an traoñ gant ar Roundheads e-pad brezel diabarzh Bro-Saoz, ha digoret ar bez dindanañ.
Levrlennadur
kemmañ- John Edward Lloyd (1911) A history of Wales from the earliest times to the Edwardian conquest (Longmans, Green & Co.)