Rouantelezh Powys

(Adkaset eus Roue Powys)


Unan eus ar rouantelezhioù brezhon kozh e oa Powys, dre vras e reter Kembre.

Teyrnas Powys
Powys

410 – 1160
Location of Rouantelezh Powys
Location of Rouantelezh Powys
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Disparti ar Romaned 410
 - Disrannadur 1160
Rannadur Powys e 1190

Douaroniezh

kemmañ

Krediñ a reer e oa kalz brasoc'h Powys en deroù, d'ur mare ma ne oa ket eus Kembre c'hoazh, a-raok krouidigezh ar rouantelezhioù angl-ha-saoz, eget na oa deuet da vezañ da vare rouantelezh Mercia.
Hag evel-just e oa kalz brasoc'h eget kontelezh Powys hiziv.

Krouet e voe goude ma'z eas ar Romaned kuit eus Enez Vreizh e 410, er vro a oa hini ar bobl Cornovii, hag un darn eus hini an Ordovices. Viroconium Cornoviorum (Wroxeter hiziv) e oa o c'hêr-benn. Padout a reas rouantelezh Powys eus ar Vvet kantved betek 1160, pa voe rannet etre daou. Rann ar c'hreisteiz a voe graet Powys Wenwynwyn anezhi, diwar-lerc'h Gwenwynwyn ab Owain "Cyfeiliog" ap Madog, tra ma veze graet Powys Fadog eus an hanternoz, diwar-lerc'h Madog ap Gruffydd "Maelor" ap Madog.ioù an amezeien saoz.

Rouaned Powys

kemmañ

Priñsed Powys

kemmañ