Powys
- Evit ar rouantelezh kozh, gwelet Rouantelezh Powys.
Powys a zo ur gontelezh e Kembre a-vremañ, a zo bet savet e 1974, hag a vod teir c'hontelezh kozh: Sir Frycheiniog, Sir Faesyfed ha Sir Drefaldwyn. Dont a ra hec'h anv diwar hini ur rouantelezh kozh: Rouantelezh Powys. Llandrindod eo pennlec'h melestradurel ar gontelezh.
Istor
kemmañRouantelezh
kemmañ- Gwelout Rouantelezh Powys
Powys a oa unan eus ar rouantelezhioù brezhon a oa en Enez Vreizh, goude d'ar Romaned he c'huitaat, er c'hornad-bro a deuas diwezhatoc'h da vezañ anvet Kembre.
Hervez an istorour John Davies ez eus un darempred etre ar ger latin pagus hag an anv "Powys". Dywed: "Mae'n debygol bod perthynas rhwng y gair pagus a'r enw "Powys"; maent yn gytras felly â'r gair "pagan". Credir mai cnewyllyn teyrnas Powys oedd pagus neu gefn gwlad teyrnas y Cornovii ac i Bowys ehangu i gynnwys y diriogaeth honno..."[1]
Adal 1160 e voe rannet Powys etre daou.
- Rann ar c'hreisteiz a voe graet Powys Wenwynwyn anezhi, diwar-lerc'h Gwenwynwyn ab Owain "Cyfeiliog" ap Madog,
- tra ma veze graet Powys Fadog eus an hanternoz, diwar-lerc'h Madog ap Gruffydd "Maelor" ap Madog.
Kontelezh
kemmañEn 1974, pa oa aet da get kontelezhioù kozh Brycheiniog, Maesyfed ha Trefaldwyn da vat, e oa bet kemeret o lec'h gant Powys, un anv deuet eus hini ar rouantelezh kozh. E 1996 e voe digresket tachenn an holl gontelezhioù, nemet hini Powys, a zo kontelezh vrasañ Kembre hiziv.
Liammoù diavaez
kemmañ- (cy) (en) Lec'hienn ofisiel ar C'huzul kontelezh
Keodedoù, Bwrdeistrefi sirol ha kontelezhioù abaoe 1996 (22 anezho)
Ar c'hontelezhioù etre 1974 ha 1996 (8 anezho)
Ar c'hontelezhioù istorel, a-raok o c'hempenn e 1974 (13 anezho)
- ↑ John Davies, Hanes Cymru (Llyfrau Penguin, 1990), tudalen 52.