Pen-y-bont-fawr, skrivet ivez Penybontfawr, zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e hanternoz Powys. Emañ war lez ar stêr Tanad, er gwalarn da gêriadenn Llanfyllin. Eus Pen-y-bont-fawr e oa an delennourez Nansi Richards (Telynores Maldwyn).

Iliz Sant Tomos, e Pen-y-bont-fawr

Er gumuniezh emañ ivez kêriadenn Hirnant, a oa kêr vrasañ an tolead gwechall.

Savet e voe an iliz Sant Tomos war lez ar gêriadenn e-kreiz an XIXvet kantved hag eus ar c'hantved-se eo ar gêriadenn a-bezh. Kreskiñ a reas buan abalamour ma oa e kroashent daou hent pouezus : an hent a gas eus kornôg Kembre da Groesoswallt hag an hent da vont eus Y Bala da Shrewsbury (Amwythig)[1].

E 2011 e oa 440 a dud o chom e kumuniezh Pen-y-bont-fawr ha 213 anezho a oa kembraegerien (50%)[2].

Notennoù

kemmañ