Penegoes zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e gwalarn Powys, e Sir Drefaldwyn gozh.

Milin Penegoes

Emañ war an hent a gas eus Mallwyd da Vachynlleth, war lez ar stêr Dyfi. Emañ e kumuniezh Cadfarch, anvet evel-se diwar anv sant Cadfarch, un diskibl da sant Ildud, enoret en iliz Penegoes.

Al livour Richard Wilson (1714-1782) a voe ganet e kêriadenn Penegoes.