Sant Harmon
Sant Harmon zo ur gêriadenn vihan hag ur barrez eus Kembre, e hanternoz Powys. Emañ en hanternoz da gêriadenn Rhaeadr Gwy war un hent bihan a gas da Llanidloes, war lez an Afon Marteg, un adstêr d'ar Gwy. Emañ en un tolead torgennoù izel, gant Moel Hywel an hini uhelañ anezho (505 m).
Anvet eo ar gêriadenn diwar sant Garmon, anv kembraek sant Jermen Auxerre.
Istor
kemmañBetek dibenn ar XVIvet kantved, e c'halled gwelet en iliz bazh pe groaz Sant Curig. Edo peniti ar sant-se nepell, e Llangurig, en tu all d'an torgennoù. Deskrivet e oa bet ar vazh-se gant Gerallt Gymro en e Itinerarium Cambriae ("Beaj dre Gembre", 1191). Implijet e veze ar vazh-se da wellaat d'ar glañvourien[1].
Gwennllian, merc'h Owain Glyndŵr a oa o chom gant he gwaz e palez Cenarth, e parrez Sant Harmon, er XVvet kantved.
Tud brudet
kemmañ- Gwenllian ferch Owain Glyndŵr (15vet kantved)
- Francis Kilvert, beleg ha skrivagner
Notennoù
kemmañ- ↑ Thomas Jones, Hanes y Daith Trwy Gymru, el levr Gerallt Gymro (Gwasg Prifysgol Cymru, 1938)