Pontsenni pe Pont Senni (Sennybridge e saozneg) zo ur gêriadenn eus Kembre, e kreisteiz Powys, e Sir Frycheiniog kozh. Emañ hanter-hent etre Aberhonddu, er reter, ha Llanymddyfri, er c'hornôg.

Pontsenni
kêriadenn
Anv ofisielSennybridge, Pontsenni Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
E tiriadMaescar Kemmañ
Kontelezh istorelSir Frycheiniog Kemmañ
Daveennoù douaroniel51°56′49″N 3°34′1″W Kemmañ
Kod-postLD3 Kemmañ
Daveennoù an Ordnance SurveySN9228 Kemmañ
Map
Pontsenni

Anvet eo Pontsenni diwar ar pont a zo dreist ar Senni, ur stêr vihan a ziskenn eus uhelennoù ar Fforest Fawr hag en em daol er Wysg e Pontsenni just a-walc'h. En hanternoz d'ar gêriadenn emañ Mynydd Epynt. E-touez ar c'hêriadennoù a zo tro-dro, emañ Defynnog er c'hreisteiz, Trecastell er c'hornôg ha Pentre'r-felin en hanternoz.

E Park Broadel Bannau Brycheiniog emañ Pontsenni.

Tud brudet

kemmañ