Mynydd Epynt zo ur c'horn-bro torgennek e-kreiz Kembre, e kontelezh Powys. Emañ el lec'h ma oa Cantref Selyf, er Grennamzer, en hanternoz Sir Frycheiniog kozh.

Tolead Mynydd Epynt er goañv, gant saonenn Nant Bwch, unan eus adstêrioù Afon Honddu

Krediñ a reer e teu an anv Epynt eus ar ger keltiek *epos a dalvez kement ha "loen-kezeg" (hag a gaver ivez en anv an doueez Epona hag er ger brezhoneg ebeul), ha ster Epynt a vefe neuze kement ha "lec'h gant kezeg".

Meur a stêr eus Kembre zo oc'h eieniñ e tolead Mynydd Epynt, evel Afon Honddu, Afon Ysgir, ha Nant Brân (adstêr d’ar stêr Wysg).

N’eo ket stank an dud en tolead, kement-se abalamour ma voe savet ur c'hamp eno evit arme Breizh-Veur e 1940. E miz Even er bloavezh-se e voe skarzhet 400 den eus o atantoù er menezioù hag en traoñiennoù tro-war-dro, ha 16 000 hektar (16 km²) a voe troet en ur c’hamp gourdonañ evit soudarded an arme saoz.