Fforest Fawr
Un uheldir gant menezioù moal ha lanneier e gevred Kembre eo Fforest Fawr. An darn vrasañ anezhi a zo e Parc Cenedlaethol Bannau Brycheiniog etre Mynydd Du er c'huzh-heol ha Bannau Brycheiniog er reter.
Ma'z eo lanneier zo anezhi hiziv eo bet koadet gwechall, met n'eo ket se eo ster ar ger “fforest” en anv. Un douar gouestlet d'ar chase e oa ar “fforest” er Grennamzer, hag ar gwir da chaseal eno ne oa nemet d'an aotrou (evel e Fforest Maesyfed). Bernard de Neufmarche, aotrou norman Brycheiniog, a aozas ar Fforest e deroù an XIIvet kantved.
En XIIIvet kantved e voe astennet, er mervent da Bontsenni, hag y Fforest Fach a voe graet eus ar rann-se, hag y Fforest Fawr eus ar rann all[1].
Mougevioù brudet Dan yr Ogof a zo e mervent ar Fforest Fawr, e-kichenik kêriadenn Craig-y-nos. Daou hent a dreuz ar Fforest Fawr, an A4067 etre Ystradgynlais ha Pontsenni, hag an A470 etre Merthyr Tudful ha Aberhonddu.
Kernioù
kemmañ- Fan Fawr (734 m)
- Fan Gyhirych (725 m)
- Fan Nedd (663 m)
- Fan Llia (631 m)
- Craig Cerrig-gleisiad (629 m)
- Fan Frynych (628 m)
- Fan Bwlch Chwyth (603 m)
- Moel Feity (591 m)
- Cefn Cul (562m)
- Carreg Goch (558 m)
Lennoù
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Terry Marsh, The Mountains of Wales (Londrez, 1981).