Llanwyddelan zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e kontelezh Powys. Emañ e kumuniezh Dwyriw, en hanternoz da gêr Y Drenewydd hag er c'hreisteiz da Llanfair Caereinion.

Gouestlet eo an iliz da sant Gwyddelan, ur sant enoret ivez e Dolwyddelan, e kontelezh Gwynedd.

Person e voe ar barzh Walter Davies (Gwallter Mechain) e Llanwyddelan eus 1803 da 1807.