Llanigon zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e reter Powys. Emañ tost d'an harzoù gant Bro-Saoz, er c'hreisteiz da gêr Y Gelli Gandryll.

Iliz Llanigon

Un toullad bezioù eus an Neolitik zo en tolead. Pouezus eo bet Llanigon en istor ar brotestantiezh e Kembre. Ar metodour kembreat Howell Harris hag ar saver himnoù William Williams Pantycelyn a reas o studioù eno.

Er gumuniezh emañ kêriadenn Capel-y-ffin.

E 2001 e oa 525 a dud o chom er gumuniezh. E 2011 e oa 478 a annezidi ha 44 anezho a oa kembraegerien (9,5%)[1].

Notennoù

kemmañ
  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol..