Chapel an Itron Varia, Capel-y-ffin.

Capel-y-ffin zo ur gêriadenn eus Kembre, e gevred kontelezh Powys, e kumuniezh Llanigon. Emañ tost d’an harzoù gant Bro-Saoz, er c'hreisteiz da gêr Y Gelli Gandryll ha war lez an Afon Honddu, ouzh tor reter ar Mynydd Du.

"Chapel an harzoù" eo ster an anv Capel-y-ffin, abalamour m’eo tost ar gêriadenn da Herefordshire e Bro-Saoz. War harzoù tri eskopti anglikan emañ ivez : hini Hereford, hini Tyddewi ha hini Llandaf. Gouestlet eo ar chapel d’an Itron Varia ha savet e voe e 1762, e-lec’h ur savadur koshoc’h.