Llan-ddew pe Llanddew[1] zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e kreisteiz Powys, e Sir Frycheiniog kozh. Emañ un tammig en hanternoz da gêr Aberhonddu.

Iliz Sant Dewi, Llan-ddew.
Dismantroù Palez an Eskob, Llan-ddew.

Dismantroù ur voudenn-gastell zo, savet war-dro 1090 gant Roger Peyton. Ur manati keltiek a oa e Llan-ddew gwechall ha savet e voe diwezhatoc'h ur palez gant Eskob Tyddewi en XIIvet kantved. Gerallt Gymro a voe o vevañ ennañ pa oa arriagon Brycheiniog.

E 2011 e oa 232 a dud o chom e kumuniezh Llan-ddew ha 40 anezho a oa kembraegerien (17,5%)[2].

Notennoù

kemmañ
  1. Enwau Cymru
  2. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol..