Llanarmon Mynydd Mawr

Iliz Llanarmon Mynydd Mawr

Llanarmon Mynydd Mawr zo ur gêriadenn vihan hag ur barrez e hanternoz Powys, 151,5km eus Kerdiz. Emañ e kumuniezh Llanrhaeadr-ym-Mochnant, etre kêriadenn Llanrhaeadr-ym-Mochnant ha Llansilin. Gwechall e oa e kontelezh Clwyd hag e Sir Ddinbych a-raok. Er Grennamzer e oa e kantrev Mochnant.

Anvet eo diwar sant Garmon. Ar menez a reer anv anezhañ en anv (Mynydd Mawr) zo un dorgenn 534 metr uhelder, e-kreiz ar barrez. Redek a ra ar stêr Iwrch er c'hornôg d'an dorgenn, war-zu ar stêr Tanat.