Dwyriw zo ur gumuniezh eus Kembre, e hanternoz Powys, er mervent da gêr Llanfair Caereinion. Dont a ra an anv anezhi eus he bout etre daou skourr eus ar stêr anvet Afon Rhiw.

Er gumuniezh emañ kêriadennoù Llanllugan, Llanwyddelan hag Adfa.

E-kichen Llanllugan e oa manati sistersian Llanllugan, savet war-dro 1180. Meneg zo anezhañ e barzhonegoù Dafydd ap Gwilym met ne ouzer ket resis pelec'h e oa.

E 2011 e oa 571 a dud o chom e kumuniezh Llanbryn-mair ha 149 anezho a oa kembraegerien (26,6%)[1].

Notennoù kemmañ

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. .