Mallwyd zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e gevred kontelezh Gwynedd. Emañ e traoñienn ar stêr Dyfi, hanter-hent etre Dolgellau ha Machynlleth. En-dro dezhi emañ Dinas Mawddwy, en hanternoz, hag Aberangell, er c'hreisteiz. Kemberiñ a ra an Afon Dugoed gant an Dyfi e-kichen Mallwyd.

Iliz Sant Tydecho, e Mallwyd.

Emañ ar gêriadenn war an harzoù etre kontelezhioù kozh Sir Feirionnydd ha Sir Drefaldwyn. Anv kozh ar gêriadenn e oa Tre'r llan, hag eno e oa iliz parrez Mallwyd e kombod kozh Mawddwy.

Kontañ a reer e voe savet iliz kentañ Mallwyd er VIvet kantved gant Sant Tydecho, a oa deuet eus Kerne-Veur. An iliz a weler bremañ a voe savet er XIVvet kantved avat hag enni e kaver arrebeuri prenn eus ar XVIIvet kantved. Al lenneg John Davies e oa person Mallwyd e-pad 30 vloaz e deroù ar XVIIvet kantved hag en iliz ez eus ur monumant e koun dezhañ, savet daou c'hant vloaz goude e varv.

Tud brudet

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.