Cynan Garwyn
Cynan Garwyn a oa roue Powys e dibenn ar VIvet pe deroù ar VIIvet kantved. N'ouzer ket hiroc'h diwar e benn, pe netra asur.
Meneget eo e anv e barzhonegoù hag e dornskridoù skrivet daou c'hant vloaz war-lerc'h e varv.
Krediñ a reer e oa mab henañ Brochwel Ysgithrog ha tad da Selyf Sarffgadau, pe Selyf ap Cynan, a voe lazhet en emgann Caer (war-dro 613 pe 615). Moarvat e renas etre an daou. Skrivet ez eus bet ivez e varvas en emgann-se gant e vab, met n'eus prouenn ebet a gement-se, ha marteze eo savet ar c'haozioù-se gant ar c'hoant da vrudañ ul lignez ha da sevel ur vojenn muioc'h eget war ar wirionez.
Hervez skridoù zo e vije dimezet da wGwenwynwyn, priñsez eus an Hanternoz kozh, ha n'eo ket anavezet a-hend-all.
Ur meulgan zo bet savet gant Taliesin da Cynan hag anvet Trawsganu Cynan Garwyn. A-hervez e vije ar varzhoneg koshañ e kembraeg. Meuleudi zo kanet gant ar barzh da Cynan evel brezelour taer o vont da lammat war rouantelezhioù brezhon all, gant skoazell tud Kernev-veur.
En amzer-hont ne oa ket c'hoazh eus Mercia, nag eus Kleuz Offa, hag en em astenn a rae Powys betek kreiz an enezenn, er vro a deuio da vezañ Y Mers, pe Gororau, da lavarout eo Marz Kembre.
Levrlennadur
kemmañ- Ifor Williams (gol.), Canu Taliesin (Caerdydd, 1960). Tud. xvii-xxiii.
- Kari Maund (2000) The Welsh Kings: The Medieval Rulers of Wales (Tempus)
- John Edward Lloyd (1911) A history of Wales from the earliest times to the Edwardian conquest (Longmans, Green & Co.)