Selyf Sarffgadau

(Adkaset eus Selyf ap Cynan)

Selyf ap Cynan pe Selyf ap Cynan Garwyn (marvet war-dro 615) a oa roue Rouantelezh Powys. Mab e oa d'ar roue Cynan Garwyn a zo meulganet er varzhoneg kozh Trawsganu Cynan Garwyn gant ar barzh Taliesin. Mab-bihan e oa da Brochfael Ysgithrog, roue Powys e-kreiz ar VIvet kantved. Graet e vez Selyf Sarffgadau anezhañ ivez a-wechoù. E vab Manwgan ap Selyf a renas ivez e Powys.