Brochwel Ysgithrog
Brochwel ap Cyngen (marvet war-dro 560), pe Brochwel Ysgrithrog, pe Brochfael, a oa roue Rouantelezh Powys, a oa kalz brasoc'h en amzer-se eget kontelezh Powys hiziv.
Mab e oa d'ar roue Cyngen Glodrydd ha d'e bried santez Tudlwystl, a oa merc'h da Brychan ap Gwyngwen ap Tewdr. Dimeziñ a reas da Arddyn Benasgel, pe Arddun Penasgell, ur verc'h d'ar roue Pabo Post Prydain. Bugale o doe: Cynan Garwyn ha sant Tysilio, a savas iliz kozh Meifod.
A-hervez e oa lez Brochwel Ysgithrog e Pengwern, el lec'h ma emañ Amwythig hiriv. Gouez d'an istorour saoz Beda e oa ur priñs "Brochmail" en Emgann Caer war-dro 613, met sur eo ne oa ket Brochwel rak e vab-bihan Selyf ap Cynan eo a rene neuze e Powys.
Kaoz zo ivez eus Brochwel e mojenn santez Melangell, pa roas Pennant Melangell d'ar santez.
Levrlennadur
kemmañ- Y Bywgraffiadur Cymreig hyd 1940 (Anrhydeddus Gymdeithas y Cymmrodorion)
- John Edward Lloyd (1911) A history of Wales from the earliest times to the Edwardian conquest (Longmans, Green & Co.)