Hywel Dda
Hywel 'Dda' ap Cadell (war-dro 880 - 950) a oa kentañ roue rouantelezh Deheubarth e mervent Kembre. Eñ an hini a unanas Ceredigion, Ystrad Tywi ha Dyfed da grouiñ ur rouantelezh nevez. A-benn ma varvas edo o ren e Rouantelezh Gwynedd ouzhpenn. Brudet eo dre ma klaskas sevel lezennoù unstumm evit Kembre penn-da-benn. Dimezet e oa da Elen ferch Llywarch, merc'h Llywarch ap Hyfaidd.
Istor
kemmañGanet e oa Hywel war-dro 880, hag eñ yaouankañ mab Cadell ap Rhodri ha mab-bihan da Rhodri Mawr. E 905 e oa bet aloubet Dyfed gant Cadell ha roet da Hywel da ren enni. Kreñvaat a reas e grog er vro dre zimeziñ da Elen, merc'h da Llywarch ap Hyfaidd, bet roue Dyfed. Pa varvas e dad Cadell e 909 e voe roet dezhañ un tamm eus Seisyllwg, ha pa varvas e vreur e 920, ec'h unanas an div vro d'ober Deheubarth.
Pa varvas e genderv Idwal Foel e 942 e tegouezhas Gwynedd dezhañ ivez. Ha pa varvas Llywelyn ap Merfyn e c'hallas stagañ Powys ouzh e rouantelezh ouzhpenn. Gant se e oa mestr war an tri c'hard eus Kembre a hiziv.
E ren
kemmañKlask a reas Hywel kaout darempredoù mat gant Athelstan, roue Saozon Wessex, ar re c'halloudusañ en Enez Vreizh da neuze. Meur a wech ez eas betek e lez.
Lezenn Hywel
kemmañUr c'hempenn a voe graet gant Hywel d'al lezennoù kozh, anvet goude "Lezenn Hywel Dda" pe "Lezenn Hywel", d'ar c'houlz ma oa Offa, roue Mercia, o sevel "lezenn Mercia" hag Alfred Veur o sevel "lezenn Wessex". Moarvat e oant anavezet gantañ, dre ma'z anave lez Wessex.
War e lerc'h
kemmañMervel a reas Hywel e 950. Rannet e voe neuze e rouantelezh etre e vibion.